Proviñsoù-Unanet (Republiek der Zeven Verenigde Nederlanden e nederlandeg, da lâret eo « Republik ar Seizh Izelvro Unanet ») a vez graet eus seizh proviñs an norzh eus ar Seitek Proviñs pe an Izelvroioù spagnol etre 1581 ha 1795, pa voe savet ar Republik Batav (19 a viz Genver 1795 - 5 a viz Mezheven 1806), ha da c'houde, Rouantelezh Holland (5 a viz Mezheven 1806 - 13 a viz Gouere 1810), gant ar C'hallaoued.

Thumb
Banniel
Thumb
Ardamezioù

Anv a vez graet ivez eus Izelvroioù an Hanternoz (pe Izelvroioù an Norzh), evit merkañ an diforc'h gant Izelvroioù ar C'hreisteiz (pe Izelvroioù ar Su) chomet dindan beli Spagn.

D'ar 26 a viz Gouere 1581, dre Akta Den Haag, an holl broviñsoù-se hag a oa dindan beli roue Spagn a oa deuet da vezañ dizalc'h en ur grouiñ ur c'hevread. Ne oa ket ezhomm da glask re bell abegoù pennañ an digevrediñ-se :

  • ur respont e oa d'ar c'hreizennadur boulc'het gant Tiegezh Habsburg,
  • abegoù relijiel a oa dre ma oa bet dibabet dogmoù ar gall Jean Calvin gant an darn vrasañ eus annezidi ar proviñsoù-se en enep da bolitikerezh dreistkatolik Fulup II (Spagn).

Adalek 1586 o devoa paouezet Stadoù ar Proviñsoù Unanet da glask un tiern nevez hag aet e oa ar C'hengevread da Republik.

Ar seizh proviñs

Ouzhpenn se e oa un eizhvet proviñs, kontelezh Drenthe, met ken paour e oa ar vroig-se ma n'he doa ket da baeañ tailhoù ha ma n'he doa dileuriad ebet e Stadoù an Izelvroioù.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.