E 1839 e tizoloas ar c'himioursvedat Carl Gustaf Mosander an didumiom, a zo ur meskaj eus tri douar rouez; unan anezho eo ar c'heriom58Ce, bet dizoloet gant Axel Erdmann e 1839 ivez.
E 1885 e voe hiniennekaet an div elfenn all gant ur c'himiour aostrian, ar baron Carl Auer von Wesbach: ar prazeodimiom 58Pr hag an neodimiom60Nd.
Eus ar gresianeg πράσιος prasios, "gwer (liv)", ha διδύμος didumos, "gevell" e teu prazeodimiom; gwer eo ar prazeodimiom pa vez oksidet, ha kevret gant keriom ha neodimiom en e gaver er c'hailhoù.
Er c'hailhoù bastnäsit (Pr,La,Y)CO3F ha monazit (Pr,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver prazeodimiom.[1].
Ur metal liv an argant gwenn, blot, govelius hag orjalennus eo ar prazeodimiom.
Gwelloc'h eget al lantanidoù all ez harz ar prazeodimiom ouzh an daskrign, hogen aes a-walc'h e vez oksidet en aer; liv gwer a zeu war ar bloc'had Pr neuze, ha diskolpañ a ra an oksidenn, ar pezh a laka muioc'h a vetal en aer: setu perak e vez miret ar prazeodimiom en eoul pe er gwer. Kewarellek eo ar prazeodimiom e gwreverkoù tommoc'h eget -272,15°C, da lavaret eo e vez desachet gant ur gwarellvaez diavaez; ne chom gwarellegezh ebet er metal pa vez lazhet ar gwarellvaez.
Kimiek
Par da re ar c'heriom eo perzhioù kimiek ar prazeodimiom.
E 150°C e tev ar prazeodimiom da reiñ oksidenn prazeodimiom(III,IV):
12 Pr + 11 O2 → 2 Pr6O11
Dazgwerediñ gorrek a ra Pr gant dour yen, ha buan gant dour zomm da reiñ hidroksidenn prazeodimiom:
Eus Pr-121 betek Pr-159 ez astenn skalfad izotopoù ar prazeodimiom.
Un izotop stabil a gaver en natur: 141Pr.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet ivez, 38 anezho, an hini stabilañ o vezañ Pr-143 gant un hanter-vuhez a 13,57 devezh.
E-sell da sevel memorioùpementadel evit an urzhiataerioù da zont e ranker gorrekaat ar gouloù; dre strinkennoù prazeodimiom ez eur deuet a-benn e 2005[3].
Kevret gant magneziom ez arverer praezodimiom da fardañ metaloù kalet a implijer e kefluskerioù an aerlistri[4].
Kevret gant nikel (PrNi5) en deus ar praezodimiom ur galloud da yenaat dre warellegezh, a zo bet arveret da dostaat d'ar mann dizave (-273,15°C) war-bouez 0,001°C[5].
Kevret gant keriom e talvez Pr da fardañ treluskeroù evit seveniñ oksidadurioù[6].
Prazeodimiom a lakaer er gwer da reiñ ul liv melen dezhañ.
En e stummoù halogenet e kaver Pr er c'hleuzeurioù dre wareg a vez implijet e greantelerezh ar sinema.[7]
War-dro 5% a brazeodimiom zo er mischmetal a implijer da fardañ "maen-tan" an dirennoù.
NAIR K. Suseelan & MITTAL M. C., Rare Earth in Magnesium Alloys, Materials Sciens Forum levrenn 30, 1991, pp. 89-104 Scientific.net(en) Liamm oberiant 13 GEN 13
CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5(en)
DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3(fr)
EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5(en)
HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory(en) Liamm oberiant 26 HER 12