From Wikipedia, the free encyclopedia
Potifar pe Putiphar (eus an henegipteg pȝ-ḥtp rˁ "prof digant Rê") a zo, e levr ar C'heneliezh, un ofiser d'ar faraon, karget d'ober war-dro gwarded ar palez.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Pried | Zoulaic'ha, Zoulaic'ha |
Present in work | Geneliezh 37, Geneliezh 39 |
Prenañ a reas ar sklav Jozeb a oa bet gwerzhet gant e vreudeur, ha kaset da Egipt. Deuet e oa Jozeb da vezañ penn ar vevelien. Gwreg Potifar (n'eo ket lavaret hec'h anv) a orgedas ouzh Jozeb, met eñ a nac'has kousket ganti. Tamallet e voe Jozeb neuze gant ar wreg da vezañ klasket he gwallañ, ha taolet e voe Jozeb er vac'h gant Potifar. Diwezhatoc'h e voe tennet alese gant ar faraon.
Er C'horan eo al-Aziz a vez graet eus Potifar, un anv hag a c'hall diskouez un den uhel e garg ha netra ken rak kement ha "galloudus" e talv Aziz en arabeg). Zouleic'ha eo anv ar wreg en hengoun an islam hag ar yuzevegezh. N'eo ket meneget anv gwreg Potifar er Bibl.
Hervez studiadennoù nevez e vefe anavezet Potifar evel Ptahwer, un ofiser da Amenhotep III, faraon eus an XVIIIvet tierniezh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.