Pornografiezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pornografiezh a vez lavaret hiriv eus dafar, skeudennoù, filmoù, levrioù, binvioù, graet evit klask lakaat c'hoantegezhioù revel da sevel en dud. Dont a ra ar ger eus ar gregach: eus ar ger πόρνη («pórnē», «gast») ha γράφειν («gráphein», «skrivañ») gant al lostger -ία (-ía, «stad, perzh»), da lavarout eo «skeudenniñ gisti pe gasterezh » en o labour. En Hellaz kozh avat ne veze ket kaoz eus pornografiezh, ha kentañ ma voe kaoz eus pornografiezh avat a voe er bloavezhioù 1800 hag e galleg da gomz eus gasterezh.
Hiriv ez eus kaoz da skeudenniñ pe filmañ an oberoù revel da vroudaén c'hoantegezhioù an arvester. Hervez an aktourez pornografek Tiffany Hopkins eo « da gentañ un diverrañ-ammzer graet evit an emflourañ.»
Un industriezh zo bet savet en-dro d'ar bornografiezh hag en-dro ez a dre ar genrouedad dreist-holl.
Aotreet eo ar bornografiezh e broioù zo, berzet e broioù all. Lezennoù a vez da ziwall ar yaouankiz diouzh efedoù ar bornografiezh, ha difennet e vez gwerzhañ embannadurioù zo, pe diskouez skeudennoù zo.
Stad lezennel ar bornographiezh | |||
---|---|---|---|
Diwall ar yaouankizoù diouzh ar bornografiezh a vez graet gant daou soñj disheñvel:
Ur greanterezh arbennik eo ar filmoù pornografek, gant filmrenerien hag aktourien, ha prizioù bloaziek arbennik ivez.
E 2013 e oa bet lakaet e brezhoneg ur film pornografek evit ar wech kentañ[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.