Pontekroaz

kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia

Pontekroaz

Pontekroaz (distagadur: [põnˈtekwras])[2] a zo ur gumun lec'hiet e Kerne-Izel, e kanton Douarnenez, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Pontekroaz
Kêr ar Pont
Kêr ar Pont
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pont-Croix
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pontekroaz (betek 2015)
Douarnenez (abaoe 2015)
Kod kumun 29218
Kod post 29790
Maer
Amzer gefridi
Benoît Lauriou
2014–2026
Etrekumuniezh KK Bro ar C'hab
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 635 ann. (2022)[1]
Stankter 202 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 35″ Norzh
 29′ 17″ Kornôg
Uhelderioù kreiz-kêr : 35 m
bihanañ 2 m — brasañ 73 m
Gorread 8,09 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pontekroaz
Serriñ

Douaroniezh

Heñvel a-walc'h eo lec'hiad Pontekroaz ouzh hini Kemper p'emañ an div gêr en un uhelgompezenn a-us d'ur stêr (a-us div stêr e Kemper) o redek eus ar C'hornôg hag e traoñ dezho e ra ar stêr bennañ un droenn a-serzh evit diskenn d'ar mor.
E genoù stêr Waien, 6 km pelloc'h e kaver ur porzh hag a zo Gwaien e anv ivez hag ur porzh all, a-dal da Waien, Poulwazeg e anv (e kumun Ploeneg).
A-gozh ez ae ar bigi-samm a-hed an aber betek Pontekroaz e-lec'h ma kave ur pont e fin dourioù dous ar stêr. Diborzhiañ a rae Pontekroaz produioù labour-douar (edoù, legumaj) hag enporzhiañ a rae gwin eus Bourdel ha holen Breizh.
Kanienn ar Stêr-Waien a ya a-hed un ugentad a gilometradoù war un ahel eus he mammennn e Pennwaien e Ploneiz betek ar gammdro war-zu ar Su, met div stêr all a gaver en ur foz tektonek er c'hornôg en ur vont betek Bae an Anaon etre Beg ar Vann en Norzh ha Beg ar Raz er Su.

Anv

  • Erwan Vallerie ː Pontecrois, 1306; Pontem Crucis, 1309; Ponte Croes, 1385; Pontecroix, Pontcroix, 1410; Pontecroix, 1419, 1533; Treffve Roscudon, Pontecroix, 1535; Rosgudon, 1536; Pontecroix, Pontcroix, 1578

Gerdarzh

Ar Bonterien pe "tud ar Pont" a vez graet eus an annezidi. Stumm hir hag anv ofisiel brezhonek: Pontekroaz; anv war ar pemdez: ar Pont.

Ardamezioù

Thumb En glazur e leon kudennek en argant.
  • Sturienn: Naturellement
  • Notenn: "kudennet" eo bet al leon e 1406.

Istor

Henamzer

  • Evel testeni eus ar sevenadur galian-roman ez eus bet kavet ur villa bras a-walc'h e Kervenenneg gant ur c'hibelldi prevez (eno ez eus bet kavet marelladurioù). Un hent roman a ya d'ober harz Pontekroaz en Norzh war an uhelgompezenn hag ez ae an hent-se eus Kemper betek Beg ar Raz.

Krennamzer

  • Er Grennamzer ne oa ket ur barrez eus Pontekroaz hag e oa ar gêriadenn un drev stag ouzh parrez Beuzeg-ar-C'hab.
  • N'eus roud ebet eus an difennoù a oa bet savet e deroù ar Grennamzer, met graet e veze Tour ar C'hastell eus un nebeud straedoù e kreiz-kêr. Ul lec'h strategel eo bet Pontekroaz en amzerioù kozh p'edo etre ar Vro-Vigoudenn hag ar C'hab a-raok ma oa bet savet ur pont e 1933 e Gwaien.
  • Sez ur senesaliezh ha lec'h foarioù bras, kozh ha brudet-tre eo bet Pontekroaz ken e oa staliet sez ar galloud ha meur a embregerezh-kenwerzh.

Er XVvet kantved ez eo ar familh Rozmadeg eus Terrug a ya da c'hounit an dreistrenk hag a vo anvet d'ar c'hargoù uhelañ: un eskob hag un den a fiziañs e-kichen ar Roue-Dug e penn ar XVIvet kantved.

XVIIvet kantved

  • Er XVIIvet kantved e voe staliet e Pontekroaz sez isdileuridigezh ar Roue, met er mare-se e teu kêrig Gwaien, e genoù ar richer, da vezañ ur porzh kevezer evit ar c'henwerzh.

Dispac'h Gall

XIXvet kantved

  • E 1823 e voe krouet ar c'hloerdi bihan e skeud an iliz hag adsavet e oa bet goude 20 vloaz gant adeiladour an eskob, Joseph Bigot. Hemañ en doa miret en e soñj pegen brav e oa an tour mistr pa voe karget da sevel tourioù nevez iliz-veur Gemper war-dro 1850.
  • E dibenn an XIXvet kantved e oa bet savet ur c'hae nevez pa greske ar gounezerezh gant muioc'h-muiañ a broduioù da ezporzhiañ.
  • Evel meur a annezer eus kêrioù Breizh e savas ar Bonterien a-du gant an Dispac'h gall hag e-pad an IIIe Republik e voe trec'h ar Strollad Radikal-Sokialour er maerdi.

E savadurioù ar c'hloerdi e oa bet staliet ur skolaj-lise prevez dindan baeroniezh sant Visant serret hiziv (ar skolaj a zo bet dilec'hiet da skol gatolik Itron Varia Roskudon). Ennañ e oa bet lojet lod eus an archerien vobil kaset da Blougoñ e 1980.

Ul lec'h evit stalioù ar c'henwerzh dre vras eo kêr ar Pont hag e teu d'en em staliañ enno muioc'h-muiañ a dud a justis (notered, urcherien), a varc'hadourien, a artizaned. Kavet e veze ivez letioù pa greskas an touristerezh hag e dibenn ar c'hantved e oa bet savet gant ar C'huzul-departamant ul linenn hent-houarn gant roudenn strizh hag a yae eus Douarnenez da Waien hag ivez ul linenn hent-houarn hag a yae eus Pontekroaz da Bont-'n-Abad (graet a veze an treñ youtar eus al linenn-se dizimplijet e 1946).

XXvet kantved

  • En XXvet kantved eo disgresket saviad armerzhel kêr hag he foblañs da-heul (goude 1950). Kollet he deus he roll kenwerzhel uhel pa veze aesoc'h-aesañ mont-ha-dont gant ar c'hirri-tan ha pa oa bet savet e 1933 ar pont etre Ploeneg ha Gwaien.

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 87 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,46% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5]. E-touez an dud lazhet en Emgann Rossignol : Noël Bonizec, ganet e 1885 er Pont, kaporal en 2vet RIC[6].

Eil brezel-bed

  • Mervel a reas 26 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
  • D'ar 21 a viz Ebrel 1944 e teu an Alamaned da glask war-lerc'h "spontourion", da lâret eo tud ar Rezistañs[8].

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
  • Mervel a reas pemp milour eus ar gumun[9].
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas tri milour eus ar gumun[10].

Stourm a-enep ur greizenn nukleel e Plougoñ

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz Itron Varia Roskudon, XIIvet-XVvet kantved, roman ha gotek;
  • Chapel Sant-Visant, gotek nevez, XXvet kantved;
  • Ti ar Markiz, XVvet kantved ha meur a di kozh e kreiz-kêr;
  • Straedoù pavezet;
  • Feunteun Itron Varia Roskudon.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Brezhoneg

  • Ur skol Diwan zo bet digoret e 2015 hag en distro-skol 2017 e oa 25 skoliad enskrivet eno (14,5% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
  • E distro-skol 2024 e oa 73 skoliad enskrivet er skol Diwan (31,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
  • Votet e oa bet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr Pontekroaz d'an 31 a viz Genver 2016.

Melestradurezh

Pontekroaz a oa penn kanton betek 2015.

Tud

Tud ganet eno

Tud marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

Thumb Hervé le Bastard de Kerguiffinec,

senesal Pontekroaz e 1721, maer Kemper ha kannad ouzh ar Breujoù e 1738.

En argant e deir dreustell en gul leinet gant teir brizhenn erminig

Gevelliñ

Muioc'h a ditouroù Bro, Kêr ...
Bro Kêr Abaoe
Kernev-Veur Lanngostentin 1990
Serriñ

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • Roje Gargadenneg, "Gerioù ha troioù-lavar dastumet e Pontekroaz", Hor Yezh (div levrenn), 1986 (niv. 167/168, niv.169).
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.