Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Sant Piran, pe Pêran, pe Perran, zo anv ur manac'h deuet eus Enez Vreizh er VIvet kantved, hag a oa bet desket e manati Llanilltud Fawr e Kembre.
Tud zo a lavar e teue eus Iwerzhon, hag ez eo ar memes anv sant evel an Iwerzhonad Ciarán eus Saighir. Arguzennoù zo : Iwerzhoniz arall zo bet tremenet dre Llanilltud ha klotañ a ra ar son /p/ predenek gant ar son /c/ gouezelek, met n'eus ket emglev etre an arbennigourion rak ur chapel sant Piran zo bet e Kerdiz, ha kement-se a brouje e oa Kembread, hervez un istorour. Re all a wel ur sant Ciarán all.
Sant paeron ar vengleuzerien eo Piran. Hini Kernev-Veur eo hiziv ivez, goude ma vez roet an titl-se da sant Mikael ha sant Petroc kenkoulz all.
D'ar 5 a viz Meurzh e vez goueliet ar sant, un devezh a bouez e Kernev-Veur, ha bannieloù sant Piran, ar banniel broadel, a vez gwelet a-leizh er vro en deiz-se.
E anv a gaver
Banniel Sant Piran eo Banniel Kernev-Veur, gant kroaz sant Piran warnañ, ur groaz wenn e-kreiz ur banniel du, damheñvel ouzh banniel Breizh kozh, a oa gwenn gant ur groaz du.
Meur a vojenn a vez kontet diwar-benn ar sant.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.