From Wikipedia, the free encyclopedia
Philippe Noiret, 1añ Here 1930, 23 a viz Du 2006 (Pariz), a oa anezhañ un aktour gall brudet. Graet en deus filmoù a bep seurt. Gouestlet en deus e vuhez d'ar sinema ha dreist-holl d'ar fentc’hoari.
Ganet eo en Enez en ur familh kenwerzhel vihan. Ar-lerc’h bout c’hwitet 3 gwezh ar vachelouriezh e tilez ar studioù ha kemer a ra kentelioù Arzoù fromus get Roger Blin e Pariz. Ar-lerc’h ez a da greizenn fromus ar c’hornôg e-lec’h ma ya e darempred get ur c’homedian, aktour, leurennour ha filmaozour Jean-Pierre Darras. A-benn ar fin e kendrec’h an obererour fromus Henri de Montherlant Philippe Noiret da vout da gomedian. Diwar neuze e ouestlo e vuhez d'ar fentc’hoari, d'ar c'hoariva ha d'ar sinema.
C’hoariet en deus e-barzh muioc’h eget 100 film. Rolloù pouezus en deus bet da skouer e-barzh “Tad ha mab”, “Tasmant get ur bleinour” ,“ Ar re vrein”, “An Afrikan” pe c’hoazh “Roue ar farsadenn”...
- 1962 : Priz ar jubennerezh - 1976 : Kaezar an aktour gwellañ evit “Ar gozh fuzuilh” - 1990 : Kaezar an aktour gwellañ evit “Ar vuhez ha netra arall” - 2005 : Marc’hegour al lejion a enor - 2006 : loread ar briz Henri-Langlois eus Vincennes
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.