From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Petit-Beurre zo ur gouign eus Naoned. Krouet e voe gant e 1886 ar greanter Louis Lefèvre-Utile, a gemeras skouer war ar c'houignoù saoz a veze graet d'ar mare-se. Ar merk Lefèvre-Utile n'eo ket perc'henn war an anv avat. Gwispidenn vrudetañ Breizh eo, berzh he deus graet er bed-a-bezh ha kopiet eo bet fonnus abaoe dibenn an XIXvet kantved.
65 mm hed, 54 mm ledander ha 6,5 mm tevder eo. 8,33 gramm eo pouez an tamm. 24 fik zo war bep gwispidenn (a-hed 4 linenn ha 6 bann) kemmesket gant an enskrivadur « Lu Petit-Beurre Nantes » war teir linenn. E kreiz ar gouign emañ al lizherenn B. Un tammig skouarn zo e pep korn, 14 dant war e hed ha 10 war e dreuz, da lavaret eo 48 dant en holl. 52 eo an hollad dent ha skouarnoù eta. Kement-se a c'hall bezañ gwelet evel un deiziadur : ar pevar amzer, 24 eur an deiz, 52 sizhun ar bloavezh.
Deuet eo ar Petit-Beurre da vezañ un arouez eus Naoned, hag eus Breizh zoken.
E labouradeg An Hae-Foazer, e Gwinieg Naoned, e vez graet 9 zonenn eus ar Véritable Petit-Beurre bep bloaz, ur miliard a wispid hag 41 milion a bakadoù.
Hervez an oberier eo graet ar Petit-Beurre gant[1] :
Diskenn a reer laezh warn ar gwispid a-raok lakaat anezho er forn evit kaout o doare rouzet.
evit 100 g | evit ur wispidenn | |
---|---|---|
Talvoudegezh energetek | 440 kcal - 1850 kJ | 36 kcal - 154 kJ |
Protein | 8 g | 0,7 g |
Glukid | 73 g | 6,1 g |
Lipid | 12 g | 1 g |
E 1891 e Hannover en Alamagn, e roas ar gevredigezh Bahlsen lusk d'ar Butterkeks, heñvel ouzh ar Petit-Beurre, anvet Leibniz-Keks en enor d'ar prederour ha matematikour Gottfried Wilhelm Leibniz. E Bro-Suis ez eus bet ijinet ur Petit-Beurre gant bent. E Madagaskar e vez graet an 18 Petits-Beurre gant an embregerezh Socobis.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.