Pennsylvania Gazette a oa kazetenn vrudetañ SUA etre 1728 ha 1815. Embannet e voe evit ar wech kentañ gant Samuel Keimer hag an eil kazetenn bet embannet e Pennsylvania e voe, gant an titl The Universal Instructor in all Arts and Sciences: and Pennsylvania Gazette[1]. D'an 2 a viz Here 1729 e voe prenet ar gazetenn gant Benjamin Franklin ha Hugh Meredith ha berraet he zitl ganto[1]. Ouzhpenn lakaat moullañ ar gazetenn e skrive Franklin pennadoù enni gant meur a anv-pluenn. Kazetenn vrudetañ an trevadennoù e teuas da vezañ. Ar gazetennn amerikan kentañ ma voe embannet un dresadenn e voe : titlet e o an dresadenn-se Join, or Die, savet e voe gant Franklin[2]. Padout a reas ar gazetennn betek 1815, 25 bloaz goude marv Franklin.

Thumb
Pajenn gentañ The Pennsylvania Gazette ar 25 a viz Gwengolo 1729
Thumb
Join, or Die

Hiziv an deiz e chom teir skouerenn orin eus an niverenn gentañ hag a zo en The Historical Society of Pennsylvania, The Library Company of Philadelphia, hag er Wisconsin State Historical Society[1].

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.