From Wikipedia, the free encyclopedia
Penelope Devereux, pe Penelope Rich, pe Lady Rich (1563 -1610 ), a oa un itron saoz, kontez Devonshire, en amzer ar rouanez Elesbed Iañ. Brudet e oa he c'hened ha bet eo muzenn meur a varzh.
Merc'h e oa da Walter Devereux, kont Essex, ha d'e bried Lettice Knollys,
Unan eus maouezed a gened e lez Elesbed e oa Penelope Rich, dezhi blev melen ha daoulagad du. Kanerez ha dañserez e oa ivez, komz a ouie meur a yezh: galleg, italianeg, spagnoleg[1],[2].
Gant Penelope e vije bet awenet Philip Sidney pa skrivas e zastumad Astrophel and Stella (a-wechoù skrivet Astrophil and Stella), savet er bloavezhioù 1580, ar c'hentañ dastumad sonedennoù saoznek, ennañ 108 sonedenn hag 11 kan. Penelope eo ar Stella.
A-raok an embannadur kentañ gant Thomas Newman e 1591, pemp bloaz goude marv ar barzh, e veze lennet un toullad mat eus e sonedennoù en ur stumm dornskrivet[1],[3] ha gwisket gant sonerezh gant ar soner gall Charles Tessier hag embannet e Londrez e 1597. N'ouzer ket pe ec'h orgedas Sidney ouzh Penelope er bloavezhioù etre hedonedigezh el lez e 1581 hag e eured-eñ e 1583, pe be oa ar sonedennoù nemet c'hoarioù da dremen an amzer el lez saoz o lakaat dre skrid meizadoù diouzh ar c'hiz ha netra ken.
En hec'h arnodskrid "Sidney, Stella, and Lady Rich", e skriv Katherine Duncan-Jones :
Sidney a varvas goude bout gloazet en Emgann Zutphen e 1586. E 1590, e timezas breur Penelope, Essex, da intañvez Sidney, Frances, merc'h da Francis Walsingham, ha Lady Rich a voe enoret kalz gant barzhed ha sonerien e-pad resped he breur el lez er bloavezhioù 1590[5].
Ar barzhig Richard Barnfield a zedias e oberenn gentañ, The Affectionate Shepherd, embannet dizanv e miz Du November 1594, da Penelope Rich[6].
Bartholomew Yong a zedias e droidigezh eus Diana (1598), gant Jorge de Montemayor, dezhi ivez.
Poltredour ar rouanez Nicholas Hilliard a livas daou boltredig eus Lady Rich, en 1589 hag 1590. Unan a voe roet da James VI Bro-Skos (a voe James Iañ Bro-Saoz goude) hag egile da gannad Bro-C'hall.
Charles Tessier a zedias e levrad kanaouennoù e galleg hag italianeg Le premier livre de chansons, da "Madame Riche", o c'houlenn (en italianeg) hec'h ali,[7] ha John Dowland a savas "My Lady Rich's Galliard" en enor dezhi.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.