From Wikipedia, the free encyclopedia
Paul Newman | |
Ganedigezh | 26 a viz Genver 1925 (83 bloaz) Shaker Heights, (Stadoù-Unanet) |
---|---|
Broadelezh | Stadoù-Unanet |
IMDB | 0000056 |
Paul Newman a oa bet ganet d'ar 26 a viz Genver 1925 e Cleveland en Ohio. Yuzev alaman e oa e dad ha katolik e oa he mamm, a oa-hi a orin hungarat. Hennezh a rae ur Yuzev anezhañ eñ e-unan. Kemer a reas perzh e brezel ar meurvor Habask etre 1941 ha 1945. Gloazet e oa bet ha difennet e oa bet outañ ober sport. Setu perak en em ouestlas d’ar c’hoariva. Da gentañ en doa studiet an arz dramatek e skol an arzoù dramatek Yale, da c'houde en Actor's Studio e New York, gant Lee Strasberg. Ha setu eñ nebeut amzer goude da vont war al leurenn e Broadway da c’hoari pezhioù evel “Picnic” (1953) pe “The desperate Hours” (1955). Deuet e oa brud warnañ gant ar pezhioù-se.
Adalek 1954 e krog da c’hoari evit filmoù. “The Silver Chalice”, bet sevenet gant Victor Saville, eo anv e film kentañ.
Plijet e oa bet an dud gantañ er filmoù "The Left Handed Gun”, sevenet gant Arthur Penn (1957), “Cat on a Hot Tin Roof hag “Exodus” (1960).
E 1961 en doa c'hoariet er film "The Hustler”. Adc’hoari en doa graet roll e dudenn er film “The Color of Money”, sevenet gant Martin Sorsese (1986). Gant “The Color of Money” e voe enoret Paul Newman gant Oscar an aktor gwellañ en ur roll kentañ.
Filmoù pouezus all zo e filmografiezh : “Cool Hand Luke” (1967), “Butch Cassidy and the Sundance Kid” (1969), The Sting (1973), The Towering Inferno (1974), “Fort Apache the Bronx” (1981), “The Verdict'” (1982).
Adalek 1959 e voe dedennet Paul Newman gant ar seveniñ filmoù. Kregiñ a reas seveniñ ur film berr : On the harmfulness of tobacco”. Da c’houde e kendalc’has war an hent-se gant “Rachel, Rachel (1968). “The Effect of Gamma Rays on Man-in-the-Moon Marigolds (1972), “The Glass Menagerie” (film 1986).
E miz Kerzu 1949 en doa dimezet gant Jackie White. Chomet e oant dimezet betek 1958 ha 3 bugel o deus bet : Scott (1950-1978), Suzan (1953) ha Stéphanie (1954).
E 1958 e timezas gant an aktourez Joanne Woodward, bet anavezet gantañ pa oa oant o c'hoari ar film The Long, Hot Summer. Pilet o deus ur rekord o-daou : ar c'houblad dimezet o doa bevet ar pellañ amzer asambles e Las Vegas. Teir merc'h o deus : Elina-Teresa (1959), Melissa-Stewart (1961) ha Cela-Olivia (1965).
Ur Golden Globe Award en doa bet evit "Rachel, Rachel" e 1969 hag Oscar an aktour gwellañ e 1986 evit ar roll c'hoariet gantañ e “The Color of Money, sevenet gant Martin Scorsese.
Ouzhpenn c'hoari er filmoù en doa pledet Paul Newman gant obererezhioù a garitez a bep seurt. Krouet en doa, da skouer, ur merk boued (Newman’ Own) a veze roet ar gounidoù da aozadurioù a garidez evit ar vugale. Aozañ a rae kampoù evit degemer ar vugale klañv gant ar c’hrign-bev ha reiñ a rae arc’hant d'ar c'hreizennoù a zegemer an dud klañv gant an dramm hag an alkool.
E 1968 e oa deuet da vezañ dileuriad Kendivizad Demokratel Chicago evit Connecticut. Kemeret en doa perzh ivez e koulzadoù kabaliñ Eugene McCarthy hag ivez er prezegennoù war an dizarmerezh nukleel a veze aozet gant McGovern.
A-bouez e oa bet ivez ar roll c’hoariet gantañ evit stourm a-enep an dramm. Evit gwir, krouet en doa, asambles gant e wreg, an “diazezadur Scott Newman evit derc'hel koun eus e vab aet da Anaon abalamour d'ur rezoenad. Skoazellañ a rae al luskadoù difenn ar gwirioù keodedel ivez.
Anavezet e oa Paul Newman peogwir e ouestle amzer hag arc'hant er sportoù kirri. Perc’henn e oa evit darn war ar marchosi sport Newman/Haas/Lannigan Racing.
E miz Mae 2007 en doa lakaet da c'houzout e paoueze da c'hoari er filmoù dre ma oa klañv gant ar c'hign-bev[1].
Marvet eo d'ar 26 a viz Gwengolo 2008. 83 bloaz e oa. ans[2] en e di e Westport e Connecticut.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.