From Wikipedia, the free encyclopedia
Pallas (Πάλλας) a oa un Titan, mab da g-Krios hag Eurybia, breur da Astraios ha Perses.
Dimezet e oa d'an nimfenn Styks. Ganti en doe pevar bugel: Zelos (ar Gred), Kratos (ar Galloud), Bia (doue) (an Nerzh) ha Nike (an Trec'h)[1].
Tad e vije bet da Skylla, ivez, ha d'ar feunteunioù ha d'al lennoù[2].
Hervez ar meurgan homerek e oa mab da Vegamedes, ha tad da Selene,[3] ha tad e vije bet da Eos[4].
Lazhet e voe gant Athena pa oa o klask he gwallañ. Gant e groc'hen e reas an doueez un aigis.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.