From Wikipedia, the free encyclopedia
Owain ap Gruffudd, pe Owain Goch (Owain Ruz), marvet e 1282, a oa mab henañ Gruffudd ap Llywelyn Fawr, ur priñs eus rouantelezh Gwynedd, en hanternoz Kembre, en XIIIvet kantved, ha breur da Llywelyn Olaf ha da Dafydd ap Gruffudd. Ren a reas ur pennadig en un darn eus Gwynedd e deroù ar bloavezhioù 1250.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Owain |
Titl noblañs | Roue |
Deiziad ganedigezh | 13. century |
Lec'h ganedigezh | Priñselezh Kembre |
Deiziad ar marv | 1282 |
Lec'h ar marv | Kontelezh Gwynedd |
Tad | Gruffudd ap Llywelyn Fawr |
Mamm | Senana |
Breur pe c'hoar | Rhodri ap Gruffudd, Llywelyn ap Gruffudd, Dafydd ap Gruffudd |
Familh | House of Aberffraw |
Micher | monark |
Karg | Rouantelezh Gwynedd |
Floruit | 1260 |
Mab henañ Gruffudd ap Llywelyn Fawr e oa, ha mab-bihan da Llywelyn Fawr. Lakaet e voe er vac'h gant e eontr Dafydd ap Llywelyn, war un dro gant e dad, e Kastell Cricieth e 1239. Daou vloaz goude e voe roet an daou brizoniad d'ar roue saoz Herri III en devoa aloubet ar vro, ha bac'het e voent e Tour Londrez. Mervel a reas e dad o klask tec'hel eus an tour e 1244. Gant se n'hallas ket Herri gwaskañ kement war ar roue Dafydd ap Llywelyn pa n'halle ket implij e vreur Gruffudd enep dezhañ. Ha setu adkrog ar brezel etre Dafydd ha Herri e 1244. Dieubiñ Owain a reas neuze, gant esper e raje brezel d'e eontr. Met chom a reas e Caer, war an harzoù. Pa varvas Dafydd e miz C'hwevrer 1246, ha mab ebet dezhañ, e voe kemeret ar gurunenn gant e vreur Llywelyn.
Sinet e voe Feur-emglev Woodstock etre Owain ha Llywelyn ha Herri III.
Goude lamet e vreudeur diwar e hent e c'hallas Llywelyn astenn domani rouantelezh Gwynedd ken na en em lede war Gembre tost penn da benn, ha ma kemeras an anv a Briñs Kembre. Bac'het e voe Owain adarre hag er vac'h e chomas betek 1277. Skrivet e voe al linenn-mañ gant ar barzh Hywel Foel ap Griffri, diwar-benn bac'hidigezh Owain:
Daoust ma n'ouzer ket pelec'h e voe bac'het Owain e kav da istorourien zo e oa e kastell Dolbadarn e-kichen Llanberis.
Pa voe dieubet ez eas Owain da chom en e zouaroù ma varvas war-dro 1282.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.