From Wikipedia, the free encyclopedia
Republik Osetia ar Su (en oseteg: Республикæ Хуссар Ирыстон, treuzlizherennadur Respoublikae C'housar Iriston, e rusianeg: Республика Южная Осетия, treuzlizherennet Respoublika Ioujnaia Osetia hag e jorjianeg: სამხრეთი ოსეთია, treuzlizherennet Samkhreti Osetia) a zo anezhi ur republik dizalc'h de facto diouzh Jorjia, met n'eo anzavet gant riez ebet er bed, war-bouez Rusia e 2008 war-lerc'h ar brezel gant Jorjia, hag un dornadig broioù all. Gouarnamant kreiz Jorjia en deus lavaret ec'h adpiaouo deiz-pe-zeiz ar veli war ar vro-se, anvet gantañ gant an anv kozh Samatxlabo pe rannvro Tskhinvali (anv ar gêr-benn).
| |||||
Yezh ofisiel | Oseteg | ||||
Kêr-benn | Tskhinvali | ||||
Prezidant | Leonid Tibilov | ||||
Kentañ Ministr | Rostilav Khougayev | ||||
Gorread – Hollad – % dour |
3.900 km² 0% | ||||
Poblañs – Total – Stankter |
(2004) 70.000 (aprox.) 18 hab/km² | ||||
Dizalc'hiezh – Disklêriet – Anzavet |
diouzh Jorjia 28 a viz Du 1991 morse | ||||
Moneiz | Roubl ha lari | ||||
Gwerzhid-eur | UTC +3 |
N'eo ket anavezet Osetia ar Su gant Aozadur ar Broadoù Unanet pe Unaniezh Europa, a varn anezhi evel un darn eus Jorjia. Un eil referendom en doa aozet gouarnamant disranner Osetia ar Su e miz du 2006 goude ma oa bet nac'het an hini kentañ gant rest ar bed. Evel ma oa rakwelet e choazas an darn vrasañ eus poblañs ar vro mont kuit diouzh Jeorjia.
D'an 12 a viz Du 2006 ez eus bet dalc'het ur referendom war an dizalc'hiezh. En tu-hont da 90 % eus an dud a zo aet da votiñ, ha tost da 99 % o deus votet "ya". N'eo ket bet degemeret ar referendom-se gant ar gumuniezh etrebroadel.
E 2008 e klaskas arme Jorjia adtapout ar vro dre nerzh, argaset e voe gant Arme Rusia. War-lerc'h e voe anavezet dizalc'hiezh ar vro gant gouarnamant Moskov, koulz ha hini Abc'hazia.
D'an 18 a viz Meurzh 2015 e oa sinet un emglev «kevrediñ ha enframmañ» etre Osetia ar Su ha Rusia, ur bazenn ouzhpenn war-zu an destagadur hervez gouarnamant Tbilisi.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.