Olybrius
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Impalaer roman ar C'hornôg e oa Flavius Anicius Olybrius eus an 11 a viz Gouere betek an 23 a viz Here 472.

Buhez
Nemet nebeut a dra ne ouezer diwar-benn Olybrius. Un uheliad e oa, bet ganet e Roma, pinvidik e dud. Dimezet e oa da Blacidia, ur verc'h da Valentinian III hag Eudoxia.
Tec'hout a reas diouzh Roma pa voe dizalbadet gant ar roue vandal Geiseric e 455. Repuiñ a reas e Kergustentin ma voe anvet da gonsul e 464.
E 472 e voe kaset gant Leo Iañ da skoazellañ an impalaer Anthemus a-enep Ricimer. Lakaet e oa bet da impalaer a-enep dezhañ avat hag a-drugarez da vuntr e geveler ne oa bet tamm eneberezh ebet.
Dizarvoud a oa e ren. Nebeut a c'halloud gwir en doa ha gant Ricimer ha Gundobad e veze renet an impalaeriezh. En un doare naturel e varvas un nebeud mizioù goude e gurunidigezh. Gantañ e varvas Tierniezh Teodosius.
| Impalaeriezh roman ar C'hornôg | ||
| En e raok : Anthemius |
Olybrius (472) |
War e lerc'h : Glycerius |
| Heuliad Henroma | ||
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
