From Wikipedia, the free encyclopedia
An Oberiadur Ranch Hand a zo un oberiadur brezel gant al lu Amerikan e-pad brezel Vietnam. Kroget ez eo er bloavezh 1962 betek 1971.
An aozadur brezel meur o implij an ampoezonoù kimiek pe louzoù geot "Agent Orange pe kontammer Orañjez" a vezo anvet "Operation Trail Dust". 20 million gallonsoù Us (76,000 m3) a zo bet stlapet en holl war su Vietnam.
Ar palioù a oa meur a hini anezho: lemel ar janglenn goudor d'ar Viet Cong, lemel ar parkeier a roe boued d'ar Viet Cong ha da lu Norzh Vietnam, lemel ar struj tro-dro d'ar bazennoù Amerikan ha re Lu Republik Vietnam (ARVN). Broioù Laos ha Kambodia a zo bet tizhet ivez met en un doare disteroc'h.
Tro 20 000 nij brezel a zo bet etre 1961 ha 1971 o welet stlapadennoù produioù kimiek a-us da su Vietnam.
Gouarnamant Vietnam a istim ez eus bet 400 000 gouzañverien marvet ha 500 000 bugel ganet gant kudennoù bras dre ampoezonadur an arm kimiek.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.