Wolfgang Amadeus Mozart

From Wikipedia, the free encyclopedia

Wolfgang Amadeus Mozart

Wolfgang Amadeus Mozart (distagadur alamanek: [ˈvɔlfɡaŋ amaˈdeus ˈmoːtsaʁt]), Johannes Chrysostomus Wolfgangus Theophilus Mozart eus e anv badez, (27 a viz Genver 1756 e Salzbourg - 5 a viz Kerzu 1791 e Vienna), a oa ur muzikour hag ur sonaozour.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Wolfgang Amadeus Mozart
Thumb
den
Reizh pe jenerpaotr 
Bro ar geodedouriezhPrince-Archbishopric of Salzburg 
Anv e yezh-vamm an denJohann Chrysostomos Wolfgang Gottlieb Mozart 
Anv ganedigezhJoannes Chrysostomus Wolfgangus Theophilus Mozart 
Anv-bihanWolfgang, Amadé 
Anv-familhMozart 
Deiziad ganedigezh27 Gen 1756 
Lec'h ganedigezhSalzburg 
Deiziad badeziant28 Gen 1756 
Deiziad ar marv5 Kzu 1791 
Lec'h ar marvVienna 
Abeg ar marvtalvoud dianav 
Lec'h douaridigezhSt. Marx Cemetery 
TadLeopold Mozart 
MammAnna Maria Mozart 
Breur pe c'hoarMaria Anna Mozart 
PriedConstanze Mozart 
BugelKarl Mozart, Franz Xaver Wolfgang Mozart 
FamilhMozart family 
Den heverkJoseph Haydn 
Yezh vammalamaneg 
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg 
Yezh implijet dre skridalamaneg 
ImplijerCount Hieronymus von Colloredo, Joseph II an Impalaeriezh Santel 
StudierJohann Nepomuk Hummel, Franz Xaver Süssmayr, Barbara Ployer, Thomas Attwood, Ignaz von Seyfried 
Bet studier daJohann Schobert, Johann Christian Bach, Leopold Mozart, Giovanni Battista Martini 
Lec'h annezMozart's birthplace 
Lec'h labourSalzburg, Vienna, Olomouc 
Deroù ar prantad labour1761 
Dibenn ar prantad labour1791 
RelijionKatoligiezh 
KleñvedMozart ear 
List of workslist of compositions by Wolfgang Amadeus Mozart, list of operas by Wolfgang Amadeus Mozart 
LuskadClassical period 
TachennClassical period, chamber music, C'hoarigan, sinfonienn 
Levezonet gantJohann Joseph Fux, Johann Sebastian Bach 
Prizioù resevetOrder of the Golden Spur 
Deskrivet en URLhttps://www.tekstowo.pl/wykonawca,wolfgang_amadeus_mozart.html, https://www.tekstowo.pl/wykonawca,wolfgang_amadeusz_mozart.html 
Roll ar sujedchild prodigy 
Oberennoù zo en dastumadProcuratoria di San Marco musical archive, Royal Collections of the Netherlands 
Rummad tostCategory:Compositions by Wolfgang Amadeus Mozart 
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken 
Catalogue raisonnéKöchel catalogue 
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts 
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E66) 
Serriñ
Thumb
"Mozart Bologna"

Buhez

Wolfgang Amadeus Mozart ne oa ket aostrian : ganet eo bet e kêr Salzbourg d'ar mare ma oa ur briñselezh arc'heskobel dindan beli an Impalaeriezh santel roman german. Eus Augsburg e oa e dad Leopold Mozart (1719–1787), a oa kelenner war ar sonerezh ha violoñser. Eus Sankt Gilgen, e bro Salzbourg, e oa e vamm Anna Maria Pertl (1720–1778). Ar yaouankañ eus un torad seizh a vugale e oa Wolfgang Amadeus, hag an hini nemetañ gant e c'hoar henañ Maria Anna en deus bevet koshoc'h eget ar vugaleaj.

A-vihanik e oa donezonet-dreist Mozart. Pevar bloaz e oa pa grogas e dad da stummañ anezhañ. D'e bemp bloaz e oa krog da gompoziñ dija, hag ur mailh e oa war ar violoñs hag ar c'hlavieroù, ken e voe kaset gant e dud da seniñ dirak aristokrated e meur a vro en Europa (1764-1767). E-pad tri bloaz hanter e redjont bro, hep distreiñ d'ar gêr gwech ebet. E-kerzh o zroiad e chomjont a-sav en un toullad kêrioù – München, Vienna, Pariz, Zürich, Amsterdam pe c'hoazh Londrez, lec'h m'en em gavas gant Johann Sebastian Bach. Diwezhatoc'h e veajas Mozart hag e dad en Italia, dre deir gwech, ha mont da seniñ e Bologna, Roma ha Milano da skouer (etre 1769 ha 1773).

Ur wech distro da Salzbourg, d'e 17 vloaz, e krogas da labourat evel soner ha saver tonioù e lez an Arc'heskob. Meur a goñserto a gompozas, evit ar violoñs da gentañ hag ar piano da c'houde. Ne gave ket dezhañ e oa Salzbourg evitañ avat : re vihan ar gêr, re zister ar gopr, hag ur ralentez e veze an operaoù enni. Reiñ a reas e zilez ha mont da glask fred e lec'h all : lerc'h-ouzh-lerc'h e labouras e Mannheim, Pariz ha München (1777-1779). Pa ne oa ket gwelloc'h e teuas en-dro da Salzbourg a-benn ar fin da labourat evel soner ograoù ha penn-violoñser evit an Arc'heskob. Buan e savas trouz etrezo avat, abalamour ma ne felle ket d'an den a iliz lezel Mozart da seniñ evel a gare, evit tud all. En diwezh e voe roet e sac'h d'ar muzikour (1781), en despet d'e dad.

Wolfgang Amadeus a zivizas ober e annez e Vienna ha labourat evel soner piano dizalc'h. Eno e skoulmas un darempred karantez gant Constanze Weber, en doa anavezet gant he familh e Mannheim. E 1782 e timezjont hep aotre o div familh. C'hwec'h bugel o deus bet Wolfgang ha Constanze, met pevar anezho zo marvet ez vihan. Etre 1782 ha 1785 e sonas ingal Mozart an oberennoù savet gantañ, koñsertoioù peurvuiañ, e lec'hioù feurmet gantañ e Vienna ha dirak tud hag a estlamme gant ar pezh a glevent. E 1784 e sonas gant Joseph Haydn, a vamas ouzh donezonoù paotr Salzbourg (« ar sonaozer barrekañ am eus-me anavezet, dezhañ goustoù ha donezonoù eus an dibab »). Adalek 1784 e krogas Mozart da sevel operaoù kentoc'h, gant skoazell an Italian Lorenzo Da Ponte evit an testennoù kanet.

Daoust dezhañ da vezan tapet brud e Vienna, ha skoazell an impalaer Joseph II adalek miz Kerzu 1787, e veze start ar jeu gantañ a-wechoù. Abalamour d'ar brezel etre Aostria ha Turkia e voe bihanoc'h gopr an arzourien e 1788. Mozart n'en doa ket arboellet arc'hant : dilojañ diouzh kreiz-kêr a rankas ober gant e diegezh, ha dindan dle en em vountas. Mont a reas da Alamagn da seniñ, div wech, abalamour da lakaat ar pod da virviñ (1789 ha 1790). E 1791 e wellaas e stad, ar pezh a roas kalon dezhañ da gompoziñ traoù nevez, en o zouez oberennoù eus ar re vrudetañ evel Die Zauberflöte hag e Requiem.

E miz Gwengolo 1791 e voe skoet klañv e Praha. Miz goude e oa aet an droug war washaat, ken e rankas chom war e wele, gant e wreg hag e c'hoar-gaer oc'h ober war e dro. Daoust da se e klaskas peurlipat ar Requiem. D'ar 5 a viz Kerzu ez eas da Anaon, d'an oad a 35 bloaz. N'ouzer ket petra a voe kaoz d'e varv, ha gant-se ez eus bet graet martezeadoù sirius-pe-siriusoc'h – lod a gred dezho ez eo bet ampoezonet.

Sonerezh

Ur soner dreist-ampart e oa gant ar piano hag ar violoñs, hag ur c'hompozer prim e spered ha fonnus e labour. Un oberenn puilh ha liesseurt en deus laosket war e lerc'h : ouzhpenn 600 pezh en deus savet e-pad e vuhez. Gant holl stiloù sonerezh e vare en deus pledet, gant an hevelep ampartiz bep taol : simfoniennoù, koñsertoioù, nozkanoù, operaoù, sonerezh kambr, tonioù iliz, re evit al lazoù-kanañ hag ur Requiem. E-mesk ar re anavezetañ emañ an operaoù (Le nozze di Figaro, Don Giovanni, Così fan tutte ha Die Zauberflöte) hag ar simfoniennoù (E muiañ, G leiañ ha C muiañ). En amzer Mozart e veze meulet e labour dija, daoust ma veze kavet kemplezh e operaoù a-wechoù, gant ar c'hoarierien koulz hag an arvesterien. Abaoe an XIXvet kantved e vez kontet ar pezh en deus savet da vezañ ur bennoberenn eus ar sonerezh klasel. Hiziv an deiz e vez barnet evel unan eus ar vuzikourien wellañ en istor ar sonerezh, ha bras-bras eo bet e levezon, kalz pelloc'h evit e bed ar muzik klasel. Unan eus an arzourien vrudetañ eo ivez er bed-holl.

Kavadenn e Naoned

Thumb
Pajennad sonerezh Mozart kavet e Naoned.

Kavet e oa bet e Naoned e 2006 ur bajennad sonerezh skrivet gant Mozart, a zo bet anavezet e 2007 gant un arbennigour aostrian. E 2008 e oa kroget kazetennoù ar vro, ha re Bariz, d'ober un tamm brud d'an afer.

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.