From Wikipedia, the free encyclopedia
Hervez ar vojenn, e vije unan eus bugale niverus ar roue brezhon Brychan, pe Brychan Brycheiniog.
Desket e voe e manati Llanilltud Fawr, e Kembre, ha marteze ez eas ivez d'ur manati all da Iwerzhon.
Treuziñ a reas Mor Hafren da sevel Morwenstow, e Kerne-Veur, war an aod. Alese e c'halle, pa veze digoumoul an oabl, gwelout he bro c'henidik.
Penitiourez e oa en ul lec'h anvet Hennacliff, war ur garreg anvet Raven's Crag (karreg ar vran). Sevel a reas iliz Morwenstowe hec'h-unan, ha dougen a rae ar vein war he fenn. Un deiz e paouezas da labourat, evit ober un diskuizh, hag alese e strinkas dour ar stivell a weler er c'hornôg d'an iliz.
He breur Nectan a deuas d'he gwelout, pa oa war he zremenvan, d'he sevel ur wech c'hoazh, dezhi da welout aod o bro, Kembre, en tu all d'ar mor.
Ur c'hoar dezhi a oa anvet Marwenna. Tud zo a lavar eo ar memes den evel Merin, pe Merryn, a seblant bezañ ur gwaz.
N'eo ket stag hec'h anv ouzh istor Breizh e doare ebet. Met ken brezhonek eo hec'h anv ha re ar sent vrezhon all deuet eus Kembre da Vreizh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.