From Wikipedia, the free encyclopedia
Minamoto no Yoritomo (源 頼朝, 9 a viz Mae 1147 – 9 a viz C'hwevrer 1199) e voe diazezer ar shōgunelezh Kamakura (鎌倉幕府 Kamakura bakufu) hag ar shōgun kentañ en Istor Japan, adalek 1192 betek e varv. Goude-se, e wreg Hōjō Masako (1156-1225) a voe rejantez (執権 shikken) Goude em lakaet e penn ar c'hlann Minamoto e stalias e gêr-benn e Kamakura hag e stourmas enep ar c'hlann Taira a-hed ar Brezel Genpei (1180-1185). Pa voe faezhet ar re Daira e stalias renkad vilourel ar samurai er galloud dreist an impalaer, hag ar shōgunelezh kentañ e Kamakura ; evel-henn e voulc'has marevezh ar Japan c'hladdalc'hel, a badas betek 1868.
源 頼朝 Minamoto no Yoritomo | |
---|---|
Ganedigezh | 9 Mae 1147 Atsuta, proviñs Owari |
Marv | 9 C'hwevrer 1199 Kamakura |
Broadelezh | Japanat |
Gwreg | Hōjō Masako |
Shōgun | |
Leuriadur 12 Mezheven 1192 – 9 C'hwrevrer 1199 | |
Impalaer | Go-Toba |
En e raok | (Shōgun ebet) |
En e c'houde | Minamoto no Yoriie |
En Atsuta[1] e voe ganet Minamoto no Yoritomo, trede mab Minamoto no Yoshitomo hag e wreg Yura Gozen (? – 1159) (ma talv 御前 gozen kement ha samurai evit ur vaouez) eus ar c'hlann galloudus Fujiwara. Penn ar c'hlann Minamoto e oa e dad-kozh Minamoto no Tameyoshi (1096-1156). Un diskennad eus an impalaer Seiwa (850-881, ren 858-876) e oa neuze.
Er bloaz 1156 e tarzhas an Emsavadeg Hōgen e Heian-kyō, kêr-benn an Impalaeriezh, a-c'houde dizemglevioù el Lez. An impalaer kloastret Toba (1103-1156, ren 1107-1123) hag e vab an impalaer Go-Shirakawa (1127-1192, ren 1155-1158) a savas a-du gant Fujiwara no Tadamichi, mab ar rejant Fujiwara no Tadazane, ha gant hêr ar c'hlann Taira, Taira no Kiyomori tra man eas an impalaer kloastret all, Sutoku (1119-1164, ren 1123-1142), a-du gant mab all ar rejant, Fujiwara no Yorinaga.[2] Rannet e oa ar c'hlann Minamoto neuze, pan eas e benn Tameyoshi gant Sutoku daoust d'e vab Yoshitomo stourm evit Toba, Go-Shirakawa ha Taira no Kiyomori.
Gant aduidi Go-Sirakawa ez eas an trec'h e dibenn ar brezel diabarzh, ma voe lazhet Fujiwara no Yorinaga ; didruez e voe an impalaer kozh : bac'het e voe Sutoku, lazhet e voe Minamoto no Tameyoshi. Minamoto no Yoshitomo a voe e penn e glann, gant Yoritomo da hêr. Daoust da re Vinamoto bout eus lignez an impalaer e krogas Taira no Kiyomori da sevel enep ar c'hlann Minamoto el Lez a oa distroet da Heian-kyō.
Pevar bloaz diwezhatoc'h, e deroù 1160, e voe un eil emsavadeg anvet Heiji hag a badas pemzektez. P'edo ar c'hlann Fujiwara er galloud e savas Taira no Kiyomori a-du gant Fujiwara no Michinori tra man eas Minamoto no Yoshitomo gant Fujiwara no Nobuyori. Devet e voe salioù an impalaer kozh Go-Shirakawa, paket ha dibennet e voe Michinori gant ar re Vinamoto. Daoust da gement-se ne oant ket darev da gemer ar galloud, ar pezh a voe graet gant ar re Daira er gêr-benn. Kemer an tec'h a reas Yoshitomo, met trubardet gant ur mevel e voe, ha dibennet d'e dro.[2]
Gwallgaset e voe ar c'hlann Minamoto hag e aduidi diwezhatoc'h. Ne voe nemet tri mab yaouank da Yoshitomo a gement a chomas bev, en doare ma voe Kiyomori hag ar c'hlann Taira mistri war Japan a-bezh.[2]
Minamoto no Yoritomo, 13 vloaz d'ar mare, a voe desavet en harlu kent dimeziñ gant Masako, merc'h Hōjō Tokimasa a oa e penn ar c'hlann Hōjō en deveze ar garg a shikken a-hêrezh.[2]
Er bloaz 1180, ar priñs Mochihito (1151-1180), trede mab an impalaer Go-Shirakawa, a c'halvas ar c'hlann Minamoto e Japan a-bezh d'an armoù enep ar c'hlann Taira. Ur c'hwitadenn e voe, pa varvas Mochihito ha Minamoto no Yorimaa (1106-1180) er gad kentañ.[2] Minamoto no Yoritomo neuze en em lakaas da benn ar c'hlann, a stalias e gêr-benn e Kamakura er Reter. Lod izili eus ar c'hlann a itrikas enep dezhañ avat.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.