Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Mikroprosesor[1], korrgewerier[2], a reer eus unvez kreiz keweriañ (UKK)[3] un urzhiataer, karget da geweriañ stlennoù evit seveniñ an urzhioù a zo rekis da gas ul labour da bennvat.
Holl binvioù ar poell hag ar gwiriañ zo enklozet en un amgred kevanek[4], ennañ un niver bras-meurbet ag elfennoù elektronek - transistorioù an darn vuiañ anezho - munut-tre.
Un horolaj zo hollret evit bleinañ ur mikroprosesor (µP), da lavaret un talm da luskañ ar c'heweriañ stlennoù ; da skouer, 5,2 GHz eo talm ar µP IMB Telum bet lakaet war ar marc'had e 2021.
Seul brimoc'h an horolaj, seul vrasoc'h an niver a stlennoù a vez keweriet gant ur mikroprosesor dre eilenn. Hogen e-lec'h klask brasaat tizh an horolajoù evit sevel mikroprosesoroù galloudusoc'h, an embregerezhioù o deus dibabet o lieskementiñ : 8 µP zo en UKK UltraSPARC T2' bet savet gant Sun Microsystems (SUA) e 2007, 2 048 µP zo en hini PEZY-SC2 (Japan, 2017).
Daou is-unvez zo en ur µP : an unvez-gwiriañ (UG)[5] hag an unvez niveroniel ha mezoniel (UNM)[6].
Hirie an deiz e vez engravet ar mikroprosesoroù war ur galetezenn silikiom 99,9999999% e c'hlander anvet wafer ("galfrezennig") e saozneg, dre an doare-fardañ greantel anvet luc'hvaendreserezh<ref>(en) Photolithography. Ar galetezenn silisiom vez anvet wafer (saozneg). Kementadoù bras a c'heller ober dre an teknik-se.
Ar wafer zo dezhañ un treuzkiz etre 20 cm ha 30 cm. Da gentañ e vez oksidet he gorre dindan wrez ha gant oksigen glan, ar pezh a sav ur gwiskad dioksidenn silikiom (SiO2). Goude-se e vez goloet ar "c'halfrezenn" gant ur gwernis luc'hgizidik hag a c'hall bezañ dileizhet dre skinoù uslimestra (UV). An trede pazenn eo teurel bannoù skinoù UV war ar wafer a-dreuz ur maskl hag a zo anezhañ tresadenn ar roudad da vezañ aozet. Dileizhet e vez ar gwernis eta el lec'hioù nad int ket bet masklet, ha gant un drenkenn e vez dilamet an SiO2 ha n'eo ket gwarezet ken gant ar gwernis. Evit echuiñ e vez dileizhet ar gwernis ha n'eo ket bet taget gant ar skinoù UV. E fin ar gont ne chom war gorre ar wafer nemet ar roudad elektronek graet gant an oksidenn silikiom.
Ar farderien a zeu a-benn d'ober engravadurioù munutoc'h-munutañ : e 2005 e veze engravet roudadoù elektronikel dezhe ar moander a 0,09 mikron (pe 90 nanometr), e 2007 e oa gouest an embregerezhioù da engraviñ e 65 nm ha zoken e 45 nm. Pal ar bihanadur-se eo izelaat prizioù an unanenn : dre vihanaat gorread ar mikroprosesoroù e c'heller lakaat muioc'h anezho war ur wafer.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.