From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur menez-tan, pe volkan a reer eus ur menez hag a daol er-maez danvezioù teuz pe solut (lava, mein), moged hag aezhennoù. Danvezioù piroklastek a vez graet eus an danvezioù solut-se. An darn vuiañ eus ar menezioù-tan n'o deus ket dislonket tra e-pad amzerioù hir, nemet pa vezont war lec'hioù dibar ar voul-douar, ar frailhennoù bras etre plakennoù a ya d'ober kreunenn an Douar.
Meur a seurt menez-tan zo, en o zouez :
En ul lec'h anvet « mirva ar magma don » ez eus ur seurt toaz gludek-pe-gludekoc'h ennañ gazoù andisolvus anvet ar magma. Diwar deuziñ reier mantell an douar e teu ar magma, tommoc'h eo eget 1000°c well-wazh.
Ne zeu ket ar magma eus kalon an Douar, met eus pluskenn an Douar.
"Mantell an douar" pe "kroc'hen an douar" a zo plakennoù divent ouzh hen ober. Ar plakennoù a neui war ar magma a zo o fiñval dizehan.
Pa vez re greñv gwask ar magma war ar plakennoù e vez lakaet ar re-se da derriñ pe da fiñval. Diwar-se e vez bountet ar magma gant an aezhennoù eus « mirva ar magma don » war-zu gorre an douar.
Goude bezañ tremenet e-barzh ar gambr vagmatek, ur seurt spouenn ma c'hell ar magma chom e-barzh e-pad kantvedoù ha kantvedoù, e sav ar magma gant ur san anvet « siminal ar menez-tan » betek an diavaez da lavaret eo penn konenn ar menez-tan. Pa vez degouezhet e krec'h ar menez-tan e tarzh hennezh en ur deurel er-maez bloc'hoù, bombezennoù ha ludu.
War un dro e tever un danvez tomm-berv anvet al lava diwar toull-diskarg ar menez-tan.
Al lava eo ar magma digazet : pa vez dourennek ar magma e c'hell ar gazoù a zo ennañ mont kuit ha diwar-se e ya ar magma da lava.
Pa strink al lava er-maez eus toull-diskarg ar menez-tan e red buan-tre a-hed torioù ar menez-tan hag e kalet dindan 900°C.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.