Matteo Salvini
politikour italian From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Matteo Salvini, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1973 e Milano, zo ur politikour italian. Kannad europat eo abaoe 2004, ha sekretour kevredadel al Lega Nord abaoe 2013. Dindan e renerez ez eus paouezet goustadik gant rannvroelouriezh ar strollad evit mont war-du ur sell identelour hag emveliour italian. Gantañ e vez dilaosket ivez an enepfaskouriezh hag an enep-kreizennañ. Salvini a zo lesanvet "Ar C'habiten" (Il Capitano) gant e harperien.

Remove ads
Yaouankiz
Matteo Salvini a zo ganet e Milano e 1973, mab un den a aferioù hag ur vamm maouez er ger. Salvini en deus bet studiet el lise Alessandro Manzoni e Milan. Goude-se e yeas da skol-veur Milano (Università degli Studi di Milano) evit studiañ an Istor. Ne voe ket echuet e studioù gantañ.
Ezel e oa bet eus ur strollad eus an tu-kleiz pellañ en ur Greizenn sokial emveret, hini Leoncavallo. Chomet eo pouezus hervezañ ar skiant-prenet-se hiziv-an-deiz c'hoazh, memes ma z'eo eñ el luskad tu dehoù pellañ eus ar strollad Lega Nord.
Remove ads
Ministr an diabarzh
D'ar 1añ a viz Even 2018 e voe kadoriet evel ministr diabarzh Italia. Raktal e embanne e c'hoant da dalañ kreñv ouzh al luskadoù envroidi amreizh er vro.
Dilennadegoù 2018
- Logo "Salvini Premier" evit dilennadegoù 2018, diwar skouer hini Donald Trump.
- Logo kampagn Donald Trump
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
