From Wikipedia, the free encyclopedia
Mario Varglien, bet ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1905 e Fiume[1] (Aostria-Hungaria d'an ampoent) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Eost 1978 e Venezia (Veneto, Italia), a oa ur melldroader etrebroadel italian (kreizer difenner e bost dezhañ war an dachenn), aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.
Graet e veze Varglien I anezhañ a-benn e zisheñvelout diouzh e vreur Giovanni Varglien (Varglien II).
Bet kroget e vicher e skipailhoù reoù yaouank Olympia Fiume e c'hoarias Varglien en un toullad a gleuboù all :
Ur wech hepken en devoa douget krez an Azzurri[2] e 1935, hep merkañ pal ebet.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
17 a viz C'hwevrer 1935 | Stadio Nazionale (Roma) | Italia - Bro-C'hall | 2-1 |
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken, hep c'hoari krogad ebet :
Pa voe echu, pe dost, gant e amzer melldroader war an dachenn ez eas da c'hourdoner :
Treut e voe ar peuriñ a-fet titloù dre na voe nemet kampion Serie B gant Como e 1949.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.