From Wikipedia, the free encyclopedia
Lugdunum Convenarum a oa ur gêr c'halian ha kêr-benn ar bobl Convenae, e Gallia Aquitania, hag a zo Sent Bertran de Comenge hiziv. Diwezhatoc'h e voe lakaet en Aquitania Tertia, pe Aquitania novempopulana, pe Novempopulania.
Aloubet e voe ar vro gant ar Wizigoted, ha gant Franked Hlodwig goude. Ul lodenn eus Dugelezh Akitania e voe, hag ur gontelezh emren, renet gant konted Comenge, e voe etre 949 ha 1453. Goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Bro-C'hall.
Un doue kelt eo Lug, tost e anv d'an anv latin lux, "gouloù". Al lostger -dunum a gaver en anv a dalvez kement ha "tosenn", evel en anv Augustodunum, "tosenn Aogust" : Autun, da skouer).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.