From Wikipedia, the free encyclopedia
Lucien Auguste René Raphaël Lechat, bet ganet d'an 21 a viz Ebrel 1891 e Ferred (Il-ha-Gwilun, Breizh), a oa ur c'horporal breizhat hag a voe fuzuilhet d'ar 17 a viz Meurzh 1915 e Souain (Marne, Bro-C'hall) « evit ar skouer ».
Anavezet eo anv Lechat dre ma oa unan eus Pevar C'horporal Souain – a-gevret gant Louis Girard, Louis Lefoulon ha Théophile Maupas – ha rebechet dezhe bezañ « nac'het lammat er-maez eus ar fozioù-difenn »[1],[2].
Pierre Alphonse Lechat hag Eulalie Thérèse Guérault a voe ganet Lucien Auguste René Raphaël dezhe e 1891. Aet da Anaon e vamm pa oa-eñ nemet seizh vloaz ne chomas ket pell amzer er skol. Mevel ostaleri e oa e Gwitreg (Il-ha-Gwilun, Breizh) e 1912 pa rankas mont da Saint-Lô (Manche, Bro-C'hall) d'ober e goñje. Mobilizet e oa bet kenkent ha deroù ar Brezel-bed kentañ gant ar soudarded all eus 336vet Rejimant Troadegiezh. Anvet e voe da gorporal e 1915.
Loc'het eus Saint-Lô d'an 10 a viz Eost 1914 edo staliet strollad Lechat (an 21vet) en e fozioù-difenn abaoe miz Gwengolo, nepell diouzh Suippes (Marne). Kemeret en devoa perzh en holl arsailhoù bet gourc'hemennet dezhañ ha d'e genvrezelourien ober, en aner dre na oa ket tu da gas kuit an Alamaned eus an uhelennoù difennet mat gant mindrailherezed sof-kont. Tro-wenn a reas arsailhoù ar 7, an 9 ha 10 a viz Meurzh 1915 : lazhet e veze ar paourkaezh soudarded kenkent ha klasket gante kuitaat o zoulloù ! Ken spontus ar c'holloù ma nac'hjont kendelc'her da vervel evit mann. Sevel klemm a reas o c'homandant, al letanant Morvan, evit disentidigezh dirak an enebourien.
Diwar goulenn penn an 60vet rannarme, ar jeneral Géraud Reveilhac, e vo lakaet harz d'ar 15 a viz Meurzh war ar gorporaled yaouankañ (c'hwec'h en holl) ha triwec'h soudard evit ma vijent kaset dirak al lez-vrezel. Bodet al lez-vrezel d'ar 16 a viz Meurzh e voe divac'het an holl soudarded ha daou gorporal (bet gwennet gant o serjant). Lazhet pe c'hloazet ar serjanted a oa Girard, Lechat, Lefoulon ha Maupas dindane ne voent ket evit didamall ar pevar c'horporal, siwazh dezhe. Kondaonet e voent da vezañ kaset d'ar marv an abretañ ar gwellañ, ar pezh a voe sevenet d'ar 17 a viz Meurzh da un eur goude merenn...
Awenet e voe ar skrivagner stadunanat Humphrey Cobb gant an darvoudoù kriz-se, ma savas ar romant Paths of Glory a voe embannet e 1935. Er memes bloaz e teuas da vezañ ur pezh-c'hoari, bet krouet e Broadway gant Sidney Howard. Nag an eil oberenn nag eben ne reas berzh. Ret e voe gortoz 1957 evit ma vije tennet istor Lucien Lechat hag e geneiled e-maez an deñvalijenn a-drugarez da film ar sevener stadunanat Stanley Kubrick : Paths of Glory.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.