Langoned

kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia

Langoned

Langoned a zo ur gumun eus Bro-Gerne e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan, e kornôg Breizh.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Langoned
Abati Itron-Varia.
Abati Itron-Varia.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Langonnet
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56100
Kod post 56630
Maer
Amzer gefridi
Françoise Guillerm
2020-2026
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn Web (fr)www.langonnet.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 851 ann. (2022)[1]
Stankter 22 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 06′ 23″ Norzh
 29′ 32″ Kornôg
Uhelderioù kreiz-kêr : 180 m
bihanañ 104 m — brasañ 292 m
Gorread 85,4 km²
Lec'hiañ ar gêr
Langoned
Serriñ

Douaroniezh

  • War lez an Ele emañ Langoned.

Ardamezioù

Thumb En glazur e zaou gleze en aour lammellet ouzh kab, o skorañ un hengurunenn en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel.[2]

Istor

Henamzer

  • Hent: an hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) a dreuze an Ele en Abati Langoned, chom a ra ul lodenn eus an daradur e geunioù ar Faoud en Drinded-Langoned[3].
  • Armerzh: kenderc'het e veze brikennoù, teol ha priaj. E Kastell-Gwernoùgall hag e Kerroc'h e voe kavet fornioù. E meur a lec'h er gumun e voe kavet teol lec'h ma oa atantoù ha gedlec'hioù, e Stang-Yann nepell eus an abati, e Kastelloù-Kergaradeg, e Lokmaria, e Minez-Bloc'h, e Kernal hag en Drinded[4].

IXvet kantved

  • E-tro 800 e voe savet ur gumuniezh gant menec'h Landevenneg e Lez Radeneg war douaroù bet roet dezhe gant Gradlon Flamm, kont Kerne. Kastell Morvan Lez-Breizh a oa sur a-walc'h war dorgenn Menez-Morvan e Langoned. Er c'horn-bro-se e voe lazhet Morvan e 818 en un emgannig ouzh ar Franked kaset war-raok gant Loeiz an Deol, bet savet e gamp gantañ e Prizieg[5].

XVIIvet kantved

  • Emsavadeg ar Bonedoù ruz, 1675: d'ar 14 a viz Gouere ez eas parrezianiz Langoned, bet bodet gant son an taboulin, betek an abati evit goulenn groñs digant an abad dilezel e wirioù a-bezh war ar boblañs, ha sinet e voe an dilez gant ar venec'h evit kaout peoc'h; kondaonet e voe Jean Harscoët, an tabouliner, d'ar galeoù a-hed-buhez[6].

Dispac'h Gall

  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Langoned gant div gumun ennañ: Langoned ha Plourae; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Langoned e 1801 ha lakaet ar gumun e kanton Gourin bet brasaet ha miret gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Langoned en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[7](fr),[8].

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Ur c'hamp-bac'h, un astenn eus hini an Henbont e oa, a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall[9],[10]; beleion eus Elzas-Loren e oa un darn vat anezhe; en abati e voent serret[11].
  • Mervel a reas 219 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,92 % eus he foblañs e 1911[12],[13].

Eil brezel-bed


Brezelioù didrevadennañ

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

Ya d'ar brezhoneg

  • D’ar 27 a viz Genver 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • Al live 3 oa bet roet d'ar gummun.

Deskadurezh

  • E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek e skol bublik ar gumun.
  • E distro-skol 2024 e oa 44 skoliad enskrivet er c'hlas divyezhek (42,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm

Krennlavar

  • ’Ba' Langoned e vez lazhet ar bleiz gant un taol boned.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
  • Iliz katolik an Dinded.
  • Abati Itron-Varia.
  • Monumant ar re varv e bourc'h Langoned, etre ar maerdi hag an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[21].
  • Monumant ar re varv en Drinded-Langoned.
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik er vourc'h, luc’hskeudenn[22].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1790

Melestradurezh

Tud

  • Henri Guiriec, beleg katolik, istorour ha skrivagner breizhat.
  • Garmenig Ihuellou, skrivagnerez vrezhonek.
  • Alan Stivell, bet savet gantañ ur bladenn anvet E Langonned ma kaver ar ganaouenn E parrez Langonned enni.

Gevelliñ

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.