skrivagner gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
Jean de La Fontaine, meneget alies evel Yann ar Feunteun, e brezhoneg, a oa ur skrivagner gallek eus ar XVIIvet kantved, brudet e fablennoù, savet diwar skouer re Aisopos ha Phaedrus. Skrivet en deus ivez kontadennoù ha traoù all a bep seurt.
Ganet e oa d'an 8 a viz Gouere 1621 e Château-Thierry, ha marvet d'an 13 a viz Ebrel 1695 e Pariz) .
Studiañ a reas e kolaj Château-Thierry ha deskiñ latin, met tamm gregach ebet. En 1641 e krogas gant micher ar velegiezh, e Kenvreuriezh an Oratoer. Met adal 1642 e tilezas an hent-se ha gwelloc'h e kavas lenn L'Astrée, gant Honoré d'Urfé, ha Rabelais, kentoc'h eget Saint Augustin.
Adstagañ a reas gant studi ar gwir, ha daremprediñ barzhed yaouank, en o zouez Pellisson, François Charpentier, Tallemant des Réaux, hag Antoine Rambouillet de La Sablière, a zimezo gant ar vaouez a vo e warezourez.
Brudet eo bet La Fontaine e-touez ar vrezhonegerien, ha Yann ar Feunteun a veze graet anezhañ alies zoken. Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.