From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar C'houenon[1] (Couesnon e galleg) zo ur stêr e biz Breizh hag e mervent Normandi, brudet dre ma verk an harz etre Breizh ha Normandi ha Bro-C'hall, hag emañ hec'h aber dirak Menez Mikael ar Mor, e Bae Menez-Mikael. 97,4 km hed zo dezhañ.
Kouenon | |
---|---|
Ar C'houenon, e-kichen Pontorson Menez Mikael ar Mor zo er pelloù | |
Statud | stêr |
Hirder | 97,4 km |
Uhelder an eienenn | 182 m |
Kas keitat | en Entraven 7,1 m³/s |
Gorread an diazad | 1 124 km² |
Bro(ioù) douret | Breizh ha Bro-C'hall |
Diazad stêrioù | ? |
En em daol e | Mor Breizh e Beauvoir ha Menez Mikael ar Mor |
Ledander er genoù | ? |
Andon | Le Bois Joli e Saint-Pierre-des-Landes |
Adstêrioù | Talmout, Nançon, Minette, Loisance, Guerge |
stêr • hidrologiezh |
Hervez lod e vije ar ger koad e deroù an anv, marteze ur roud eus Koadeg Scilly, ur goadeg ha n'eo ket bet prouet e vije bet anezhi, tro-dro d'ar roc'h brudet. Ar pezh zo sur eo eo raklatin an anv.
Emañ e andon e La Pellerine, e-tal stang Vézins, e kumun Saint-Pierre-des-Landes e Mayenne. Treuziñ a ra Biz Breizh dreist-holl hag en em deurel a ra e Pleg-mor Sant-Maloù.
Unan eus an teir stêr eo hag a servij da verkañ an harzoù etre Breizh ha Bro-C'hall eo gant al Liger (war un tregont kilometr bennak) hag an Diwazh.
Deuet e vefe ar stêr da vezañ ar vevenn etre eskopti Dol hag hini Avranches hag etre Breizh ha Normandi adalek 1009 hepken. Araok e vefe bet ar Sélune, nemet e-pad ur maread a 70 bloaz pa oa Cotentin e Breizh.
Boas eo an dud da lavaret er c'horn-bro : "ar C'houenon, diwar un taol-follentez, en doa lakaet ar Menez (Mikael) e Normandi".
Kanolet e voe ar C'houenon en XIXvet kantved. Ur stankell a voe savet e 1969, hag ur chaoser evit mont d'an Menez-Mikael. An traoù-se en deus buanaet lec'hidadur ar Bae. Ur stankell nevez zo bet savet e 2009 evit kaout un efed "kas-dour" evit digontraezhañ ar Bae. Ur pont-treuzell zo abaoe miz Gouere 2014 evit mont d'ar Menez.
En tri departamant Mayenne, Il-ha-Gwilen ha Manche : Saint-Pierre-des-Landes, Loezherieg-Dompêr, Kell-Loezherieg, Belzeg, Felger, Yaoueneg, Eskuz, Rovenieg, Bilieg, Chapel-Sant-Alverzh, Glannoù-ar-C'houenon, Magoerioù-ar-C'houenon, Sant-Owen-an-Alloz, Henwig-ar-C'houenon, Rovazil, Sen, Rivoù, Traoñ-Kouenon, Bazeleg-ar-Veineg, Sulial, Sacey, Aucey-la-Plaine, Pontorson, Planfili, Sant-Jord-Grehan, Beauvoir, Menez Mikael ar Mor.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.