seurt kig From Wikipedia, the free encyclopedia
Kig-yar zo kig tennet eus ar yer, debret goude bezañ bet rostet, grilhet, poazhet er forn, bervet pe c'hoazh fritet. Ar c'hig ar muiañ debret er bed eo. Askoridik eo ar sevel (pe magañ) yer peurliesañ.
Evned-porzh a vez graet eus al laboused savet evit o c'hig pe o vioù. Evit ar c'hig ez eus bet dibabet gouennoù hag a gresk buan. Par pe barez ne vern, yaouank peurliesañ evit kaout kig tanav, kabon (par spazhet) ha kabonell evit kaout kig tanavoc'h c'hoazh. Al loened niverusañ savet evit o c'hig int er bed.
Setu amañ an tammoù pennañ :
Ar boaz zo e kalz broioù eus Azia d'ober kouignoù gant ar gwad ha da droc'hañ anezho e diñsoù evit lakaat er soubenn.
Stadoù produer e 2018[1] :
Ar sevel yer zo marc'hadmatoc'h hag aesoc'h eget hini ar saout pe ar moc'h, se zo kaoz e vez kavet kig-yar e kement a geginerezhioù er bed. 66 miliard a yer a vez savet ha diskaret bep bloaz er bed, hag en o zouez 7,4 miliard en Unaniezh Europa[2]. Etre 19[3] ha 23 miliard a yer a zo er bed da bep koulz, 10 gwezh muioc'h eget forzh peseurt spesad laboused all[4] ha 40 gwezh muioc'h eget an niver a filiped[5].
E Bro-C'hall ez eus 83 % eus ar yer a zo savet askoridik e savadurioù, ha 17% savet dindan an amzer met war gresk ez a o niver (16 % hervez kaier ar c'hargoù al Label Ruz hag 1 % e bio, sifroù 2016)[6].
E Breizh eo bras ivez ar sevel askoridik hag ezporzhiet e vez kig-yar e kalz broioù. Brudet eo pennoù-yar Gentieg (Label Ruz), e Bro-Roazhon.
Ar c'hig-yar zo ennañ nebeutoc'h a golesterol ha druzoni peurvec'h eget ar c'hig ruz :
Pa vez 10 g a druzoni ha 27 g a broteinoù e 100 g biftek kig-bevin[7],[8].
Met er c'hig kabon e vez kalzig a zruzoni.
En Europa e tremenas ar beveziñ kig-yar en tu-hont da hini ar c'hig-bevin hag ar c'hig-moc'h e 1996 pa reas e reuz kleñved empennaoued spoueek ar bioù (ESB). E Bro-C'hall eo kresket beveziñ ar c'hig-yar tost da 40 % etre 2005 ha 2015[9], betek tizhout 18.8 kg bep bloaz ha dre annezad e 2017[10]. N'eus nemet ar beveziñ kig-se ha ne zigresk ket[11].
Meur a zoare zo da aozañ kig-yar :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.