Keurzelwenn Rodos(Daveoù a vank) (diwar ur ger keur, a seblant adsavet diwar ar ger kembraek cawr, a dalv kement ha ramz), a oa un delwenn ramzel eus an doue gresian Helios savet e toull-porzh kêr Rodos gant ar c'hizellour Kares Lindos. Unan eus seizh Marzh ar Bed e oa. Savet e oa etre -292 ha -280 e koun trec'h Rodosiz war Demetrios Iañ Poliorketes ( -304 ). 30 metrad uhelder a oa dezhi, ar pezh a rae anezhi an delwenn vrasañ en Henamzer[1]
Distrujet e voe gant ur c'hren-douar e 224 kent J.-K.
Istor
Seziz Rodos
Mervel a reas Aleksandr Veur e 323 hep bezañ bet amzer da sevel an disterañ raktres evit e hêrezh. Brezel a darzhas etre e jeneraled, an Diadoked, ha pevar anezhe a lakaas o c'hrabanoù war ar pep brasañ eus e impalaeriezh en-dro d'ar Mor Kreizdouar. E-doug ar brezel e savas Rodos a-du gant Ptolemaios, ha pa'n em gavas hemañ e penn Henegipt, e kevredas Rodos ha Ptolemaios, ha gante e veze graet ar pep brasañ eus ar c'henwerzh e reter ar Mor Kreizdouar.
Antigonos Iañ Monoftalmus a gave kerse gant stad an traoù. E 305 e kasas e vab Demetrios Poliorketes da aloubiñ Rodos gant un arme a 40 000 soudard. Koulskoude e oa difennet-mat ar geoded. Demetrios "Poliorketes" (ar "Sezizer kêrioù", e gregach), a rankas sevel tourioù seziz ramzel abalamour da gemer mogerioù ar geoded. Douget e oa an hini kentañ gant c'hwec'h lestr, met troc'holiañ a rejont e-doug ur barrad-amzer a-raok bezañ implijet. Klask a reas sevel unan brasoc'h c'hoazh war an douar. Anvet e oa Helepolis. Met c'hwitout a reas war e daol pa voe beuzet an dachenn gant an difennerien dirak ar mogerioù, ar pezh a viras ouzh an tour a fiñval.
E 304 e tegouezhas ur morlu sikour kaset gant Ptolemaios, ha mont a reas arme Demetrios kuit, en ur lezel ar pep brasañ eus he dafar war he lerc'h. Evit lidañ an trec'h e voe gwerzhet gant tud Rodos ar pezh a oa chomet war lerc'h ar sezizerien evit 300 Talenton[2] (war-dro 150 milion dollar US hiziv) ha divizout a rejont implijout ar moneiz da sevel un delwenn vras eus doue ar geoded, Helios. Fiziet e voe al labour e Kares, genidik eus Lindos, e Rodos, en doa bet tro da gemer perzh e savidigezh delwennoù ramzel c'hoazh. E gelenner, ar c'hizeller Lisippos, en doa savet un delwenn arem da Zeus, 22 metr dezhi[3] e Tarentum.
Savidigezh
Hervez mammennoù kozh e oa savet framm an delwenn gant barrennoù houarn a oa staget pladennoù kouevr oute evit stummañ kroc'hen an delwenn. Leuniet e oa diabarzh an delwenn, savet war ur sichenn varmor wenn 15 metrad e-kichen genoù bae Mandraki, gant bloc'hoù maen a vuzul ma'z ae al labour war-raok. Hervez mammennoù all edo ar geurzelwenn war ur chaoser er bae. 30 metrad uhelder e oa. Ar pep brasañ eus an arem hag eus an houarn a yeas d'he ober a zeue eus an armoù a bep seurt lezet war e lerc'h gant arme Demetrios, hag implijet e oa an eil tour seziz da chafod en-dro d'al liveoù izelañ e-pad al labourioù.
Savet e oa al lodenn uhelañ a-drugarez d'ur savenn douar vras. E-pad al labourioù e vernias ar saverien moudennoù war gostezioù an delwenn. Ur wezh echu an oberenn e oant tennet ha lezet e oa ar geurzelwenn he-unan en he sav. Daouzek vloaz goude, e 280, e oa peurechuet an delwenn. En dastumadennoù barzhoniezh gresianek eo bet miret ar pezh a greder bezañ skrid orin gouestladenn ar geurzelwenn d'an doueed[4].
Deoc'h, o Heol, pobl Rodos Dorian a savas an delwenn arem-mañ a sav betek Olimpos, pa skubas ar brezel diwar an tonn ha pa oa kurunennet o c'heoded gant ar preizhoù kemeret digant an enebour. N'eo ket hepken war ar morioù met ivez war an douaroù o deus dalc'het flammenn garet ar frankiz hag an dizalc'hidigezh. Rak da ziskennidi Herakles eo an aotrouniezh war ar mor hag an douar.
Distruj ar geurzelwenn
Chom a reas ar geurzelwenn e-pad 54 bloaz hepken ken na voe skoet Rodos gant ur c'hren-douar e 226. Faoutañ a reas daoulin an delwenn ha kouezhañ a reas en he foull war al leur. Ptolemaios III a ginnigas paeañ evit lakaat adsevel anezhi, met orakl Delfi a lakaas Rodosiz da soñjal o doa annoazhet Helios, ha nac'hañ a rejont. Chom a reas an dismantroù war al leur e-doug muioc'h evit 800 vloaz evel ma voent deskrivet gant Strabon (XIV.2.5), ha memes torret e oant ken fromus da welet ken e teue kalz tud da arvestiñ oute. Skrivañ a reas Plinius an Henañ e oa nebeut a dud a oa gouest da vrec'hata ar meud kouezhet war al leur hag e oa brasoc'h pep hini eus ar bizied evit ar pep muiañ eus an delwennoù.
E 654 e oa kemeret Rodos gant un arme arab renet gant Mouawiyac'h Iañ ha hervez Teofanes ar c'hofesour,[5] e voe gwerzhet an dismantroù d'ur "marc'hadour yuzev eus Edesa". Lakaet en dije dispenn an delwenn ha kas an arem war chouk 900 kañval betek e gêr c'henidik. Koulskoude ez eus prouennnoù asur ne chome roud ebet eus ar geurzelwenn pell-pell a-raok aloubadegoù an Arabed. Diwar skrid Teofanes hepken eo deuet an holl skridoù a zanevell an distruj-se.
Stereotip an distruj gant an Arabed hag hini gwerzh un hevelep delwenn d'ur marc'hadour yuzev a zeu moarvat eus istor hunvre Naboukadnesar diwar-benn distruj un delwenn vras marzhus ha intentet e veze gant forzh peseurt manac'h eus ar VIIvet kantved evel ur brouenn eus an Apokalips da zont[6].
Doare ar geurzelwenn ha faltazi
Abalamour ma oa skrivet div wezh "a-us d'an douar ha d'ar mor" er skrid savet da ouestlañ an delwenn e oa ijinet pell amzer goude he distruj e oa bet savet ar geurzelwenn a-ramp war genoù ar porzh. Kalz eus ar skeudennoù kozh a ziskouez an delwenn gant un troad a bep tu da c'henoù ar porzh ha gant listri o tremen dindani. Er varzhoneg "Ar geurzelwenn nevez", skrivet war sichenn Delwenn ar frankiz, er Stadoù-Unanet) e lenner : "...ar ramz arem brudet gant ar C'hresianed, dezhañ izili alouber a-ramp eus an eil douar d'egile...". Cassius, e pezh-c'hoari Shakespeare anvet Julius Caesar (I,ii,136–38), a lavar eus Caesar :
" Na petra, paotr, rampet eo a-us d'ar bed strizh
- Evel ur geurzelwenn, ha ni, tudigoù dister,
- a vale dindan e bikoloù divhar
- Da gavout hon-unan bezioù dizenorus"[7]
Shakespeare a ra anv eus ar geurzelwenn ivez e Troilus and Cressida (V.5) hag e Herri IV, el lodenn gentañ (V.1).
Daoust d'ar skeudennoù faltazi ne c'hallje ket bezañ savet ar geurzelwenn a-ramp a-us da c'henoù ar porzh evel m'eo deskrivet e Classical Dictionary Lemprière evit abegoù tekenek. Ma vije bet savet ar geurzelwenn a-ramp a-us genoù ar porzh e vije bet stanket hemañ keit ha ma oad ouzh he sevel, ha lakaet e vije bet un harz d'ar c'hoñvers ivez. Ne vije ket bet gouest Rodosiz da zragañ ha da zigeriñ ar porzh en-dro goude al labourioù.
Kouezhañ a reas an delwenn en he foull e 224 kent J.-K. : ma vije bet rampet a-us genoù ar porzh e vije bet stanket an digor-se gant an dismantroù, hag ar C'hresianed kozh na vijent ket bet gouest da dennañ an delwenn eus ar porzh en he fezh. Tu a vije bet da welet an delwenn war an douar evit an 800 vloaz da-heul, evel m'hon eus gwelet uheloc'h. Zoken ma leze an arguzennoù-se a-gostez, an delwenn a oa arem, ha studiadennoù ijinerezh o deus prouet ne c'hallje ket bezañ bet savet gant he divesker rampet hep kouezhañ d'an douar abalamour d'he fouez. Kalz tud o deus kinniget lec'hioù all evit ar geurzelwenn e lec'h ma vije bet kalz aesoc'h he sevel evit tud an amzer-se.
Hiziv an deiz
- Unan eus an daveoù brudetañ d'ar geurzelwenn eo ar varzhoneg "The New Colossus" skrivet gant Emma Lazarus, e 1883 hag engravet war ur bladenn sibiliet ouzh sichenn Delwenn ar Frankiz e porzh New York.
- Not like the brazen giant of Greek fame,
- With conquering limbs astride from land to land;
- Here at our sea-washed, sunset gates shall stand
- A mighty woman with a torch, whose flame
- Is the imprisoned lightning, and her name
- Mother of Exiles. From her beacon-hand
- Glows world-wide welcome; her mild eyes command
- The air-bridged harbor that twin cities frame.
- "Keep, ancient lands, your storied pomp!" cries she
- With silent lips. "Give me your tired, your poor,
- Your huddled masses yearning to breathe free,
- The wretched refuse of your teeming shore.
- Send these, the homeless, tempest-tost to me,
- I lift my lamp beside the golden door!"
- Diazezet eo ment, dalc'h, ha doare sevel Delwenn ar Frankiz war doare ar geurzelwenn hervez soñj an ijinourien.
- E 1989 e oa lakaet gant ar mediaoù e c'hallje ar mein bras a oa bet kavet war ar sont, war aodoù Rodos, bezañ aspadennoù eus ar geurzelwenn ; koulskoude e oa diskouezet diwezhatoc'h e oa gaou.
- Rendael zo bet evit gouzout hag eñ e ve mat adsevel ar geurzelwenn. Disklêriañ a ra ar re zo a-du e rofe kalz lañs d'an touristerezh e Rodos. Disklêriañ a ra ar re zo a-enep e vefe re goustus ur savadur (en tu all da 100 million euro). Kaoz a zo bet eus ar mennozh-se meur a wezh abaoe ar wezh kentañ ma oa kinniget e 1970 met, abalamour ma ne oa ket arc'hant a-walc'h, n'eo ket bet boulc'het ar raktres.
Lennegezh
- Barzhoneg Sylvia Plath "The Colossus", a zo gouestlet da geurzelwenn Rodos.
- Er romant Seven Ancient Wonders, gant ar romantour aostralian Matthew Reilly, e vije bet kuzhet er geurzelwenn un tamm eus ur bennoberenn en aour (a vije bet savet e lein ar Biramidenn vras da-gentañ). Goude ar c'hren-douar a ziskaras ar geurzelwenn e vije bet kuzhet en ur vengleuz dilezet, gwarezet gant gripedoù.
- Danevellet eo savidigezh ar geurzelwenn e romant The Bronze God of Rhodes, gant L. Sprague de Camp.
Filmoù
- E film Sergio Leone, Il Colosso di Rodi (1961), emañ ar geurzelwenn en he sav a-ramp dreist digor nemetañ porzh Rodos. Goullo eo an delwenn (evel Delwenn ar frankiz) hag armoù difenn zo bet lakaet e-barzh.
Sevenadur pobl
- Er c'hoari Playstation 2 (God of War II), ez eus anv eus Rodos hag eus ar geurzelwenn e deroù ar c'hoari, hag ez eus anv eus un damkan mitologel evit displegañ penaos e oa distrujet an delwenn.
- E Civilization III, The Colossus zo unan eus ar marzhoù kentañ a c'haller sevel. (Gwir eo ivez e heuliad ar c'hoari : Civilization IV).
Notennoù
Daveoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.