Frañsez Kervella, François-Marie Kervella e marilh ar boblañs, ganet e Dirinonn (Kerne - Penn-ar-Bed) d'an 31 a viz Genver 1913, marvet e Lannuon d'an 10 a viz C'hwevrer 1992. Anavezet eo ivez dre e anv-pluenn "Kenan Kongar". Douarour eo, skrivagner, barzh brezhonek, hogen anavezet dreist-holl evel yezhadurour brezhonek. Er gelaouenn Gwalarn e kemeras perzh, ha goude ar brezel e Barr-Heol hag el Liamm.
(Taolit evezh : Un den all ar memes anv gantañ a oa o vevañ en amzer-se ha kemeret en deus perzh en Emsav ivez : Frañsez Kervella-Kernu a reer eus hennezh evit ma ne vefe ket kemmesket an daou. Daoust da se e vezont kemmesket alies el levrioù savet diwar-benn an amzer-se.)

Muioc'h a ditouroù Anv ofisiel, Anv pluenn ...
Frañsez Kervella
Thumb
Golo-tal al levr
« Skridoù Frañsez Kervella
Dastumet ha kinniget gant Pêr Denez »
Al Liamm, 1993
Anv ofisiel François-Marie Kervella
Anv pluenn Kenan Kongar
Obererezh Douarour
Skrivagner, kazetenner,
barzh, yezhadurour
Ganedigezh 31 a viz Genver 1913
e Dirinonn, Breizh
Marv 10 a viz C'hwevrer 1992
e Lannuon, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Yezhadur bras ar brezhoneg
Dindan gouriz ar bed
An ti e traoñ ar c'hoad
Serriñ

Bugaleaj ha yaouankiz

Savet eo bet en ur familh baour o chom war ribl an Elorn e Dirinonn, war harzoù Loperc'hed, ha brezhoneg a veze komzet er gêr. Goude marv e dad er brezel-bed kentañ, pa oa pevar bloaz, e voe disklêriet ar bugelig minor Stad ha desavet gant e vamm hag e dud-kozh. E bennad kentañ a skrivas evit Feiz ha Breiz an aotrou Yann-Vari Perrot pa oa c'hwezek vloaz. Skoliataet eo bet e Brest ha bet en doa Roparz Hemon da gelenner. E studioù war an douarouriezh pe ar c'heologiezh a reas e Roazhon etre 1931 ha 1936.

Buhez micherel

Ijinour war ar c'heologiezh hag ar maengleuzierezh e oa. Goude bezañ graet e studioù e teuas da vezañ douarour hag ez eas d'ober enklaskoù evit kavout eoul-maen en Afrika, e (Gabon hag en Aod an Olifant). Diwezhatoc'h e labouras evit ar CEA da glask kailh uraniom ha mineraloù skinoberiant ha kement-se betek bezañ war e leve-kozhni.

Eil brezel bed

Da heul an dekred kemenn da zivodañ ar Parti National Breton, Strollad Broadel Breizh, d'an 20vet a viz Here 1939 eo preizhet e levraoueg. En 1940 e kemer perzh er Bretonische Regierung e Berlin.

Kemer a reas perzh en adreizh an doare-skrivañ peurunvan en emglev a zeuio diwar se e 1941. Ezel eo bet eus Framm Keltiek Breizh en 1942.

Ur skoazell vras eo bet da Yann Gerlann a-benn sevel ha derc'hel en he sav skol vrezhonek Plistin, ar skol vrezhonek kentañ.

Goude ar brezel

Eurediñ a ra gant Yvette Le Dret (Ivetig an Dred-Kervella) en 1947. Asambles gant e bried eo en em lakajont da gas ar brezhoneg war-raok dre genlabourat gant lies kelaouenn. Skrivañ a reas e-barzh Barr-Heol hag Al Liamm, met ivez en Hor Yezh.

Pevar bugel o deus bet, Erwan, Annaig, Riwanon ha Divi.

Oberennoù

Studiadennoù war ar yezh

Sellet e vez ouzh an oberenn-mañ evel unan eus gwellañ yezhadurioù brezhonek bet skrivet biskoazh, abalamour ma'z eo displeget ar brezhoneg dre ar munud hag e brezhoneg.
  • Krennlavarioù, Skol, 1959.
  • Evezhiadennoù war c'heriadur Roparz Hemon, Skol, 1962-3.
  • Diazezoù ar sevel gwerzioù, Al Liamm, 1965.
  • Notennoù yezh war zigarez lenn, Hor Yezh niv.58 pp.2-20, 1968.
  • Gerioù diazez ar brezhoneg, Hor Yezh, 1969.
  • Méthode nouvelle de breton / Hent nevez d'ar brezhoneg, Hor Yezh & Al Liamm, 1971.
    • Nouvelle méthode de breton = Hent nevez d'ar brezhoneg. Ouest-France - Roazhon, 1984.
Skeudennet gant Erwan Kervella (mab an oberour), 1993, 1997.
  • Kentelioù an trede derez, Ober, moullet gant Hor yezh, 1978.
  • Yezhadur gant Jean-Yves Urien ha Yann Desbordes, Hor Yezh,1979.
  • An den etre an anken hag an ankoù, etre an neñv hag an ifern, gwelet a-dreuz darn eus ar c'hantikoù, Hor Yezh, 1981.
  • Geriadur krenn ar brezhoneg, diembann.
  • Ur sell nevez war istor ar vro, diembann.

Lennegezh, eñvorennoù

  • Gant blaz an avaloù ruz, romant bet kollet.
  • Barzhonegoù, Al Liamm, 1982.
Embannet a-dammoù e-barzh Gwalarn, 1933-1944.
  • Dindan gouriz ar bed (e Bro an okoume), Mouladurioù Hor Yezh, 1985.
  • An ti e traoñ ar c'hoad : eñvorennoù bugaleaj, Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
  • Skridoù Frañsez Kervella, Al Liamm, 1993.
Notennoù ha pennadoù skrivet gant Frañsez Kervella etre 1930 ha 1941, dastumet ha kinniget gant Pêr Denez.

Levrioù evit ar vugale

Troidigezhioù

  • Ar c'havr hag he givri bihan, hervez Jacob ha Wilhelm Grimm, Al Liamm, 1961.
  • Pêrig hag ar briñsez, Al Liamm, 1962.
  • Bleiz noz Nedeleg, Al Liamm, 1962.
  • An nadozig vurzhudus, gant Roger Judrin, troet gant Kenan Kongar, Al Liamm, 1976.
  • Luky Luke, Pare paotred Dalton, Skol an Emsav, 1977.
  • Troidigezhioù, Ober, 1983.

Kenlabour

Sellit ouzh Geriadur ar Skrivagnerien hag ar Yezhourien, pajenn 172-173.

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.