From Wikipedia, the free encyclopedia
Kan broadel Ukraina, anavet dre e werzenn gentañ : Ще не вмерла України і слава, і воля Shche ne vmerla Ukrainy i slava, i volia ("Klod ha frankiz/youl Ukraina n'int ket marv c'hoazh") eo kan broadel Ukraina hag unan eus arouezioù ar Stad a-gevret gant he banniel.
Deveret eo ar pozioù eus gwerzenn gentañ ha diskan ar varzhoneg vroadelour Ще не вмерла Україна Shche ne vmerla Ukraina bet skrivet e 1862 gant an tudour ukrainat Pavlo Chubynskyi (1839-1884). Er bloaz 1863 e voe lakaet sonerezh da heul ar skrid gant ar beleg ha sonaozour Mykhailo Verbytskyi (1815-1870). Bloaz war-lerc'h e voe kanet war leurenn an Teatr Ukrainskoi Besidy e Lviv[3]
Kan broadel Republik Poblel Ukrania e oa bet e deroù an XXvet kantved, pa glaske Ukraina bezañ dizalc'h ha sevel ur Stad diwar diriadoù a oa en Aostria-Hungaria, en Impalaeriezh Rusia hag e Polonia. Kan broadel Republik Poblel Ukraina ar C'hornôg (1918-1919) e voe ivez, koulz ha hini ar rannvro anvet "Ukraina ar C'harpatoù" e Tchekoslovakia (1938-1939).
Goude an dizalc'hiezh diouzh URSS e 1991 e voe aozet ur genstrivadeg evit reiñ ur c'han broadel d'ar Stad nevez. Unan eus ar c'hanoù kinniget e voe За Україну Za Ukrainu "Evit Ukraina" gant ar skrivagner hag aktour Mykola Voronyi (1871-1938). D'ar 15 a viz Genver 1992 avat e voe diuzet Shche ne vmerla Ukraina ent-ofisiel gant ar Parlamant, ha Shche ne vmerla Ukrainy i slava, i volia a voe lakaet da gan broadel ofisiel d'ar 6 a viz Meurzh 2003.
En diskaramzer 1862 e voe aozet komzoù kan broadel Ukraina gant Pavlo Chubynskyi, a voe hep mar ebet levezonet gant pozioù hini Polonia, Jeszcze Polska nie zginęła, "Polonia n'eo ket marv c'hoazh", a voe aozet e 1797 ; anavet-mat e oa ar c'han polonek er broadoù a oa e Republik an Div Vroad[4].
Buan e voe degemeret gant brogarourien Ukraina, ar pezh a lakaas penn Archeriezh Rusia, ar priñs Vasily Dolgorov (1804-1868) da harluiñ P. Chubynskyi da C'houarnelezh Arc'hangelsk war zigarez m'en devoa ul « levezon dañjerus war speredoù an dud »[5].
Kentañ gwech ma voe embannet ar varzhoneg ent-ofisiel e voe e pevare niverenn ar gazetenn Meta e Lviv[5], e kornôg Ukraina ; buan e voe brudet er c'horn-bro, ken e voe merket gant ur beleg ortodoks, Mykhailo Verbytskyi, a oa unan eus sonaozourien vrudetañ Ukraina ; mennet e voe da lakaat sonerezh war ar varzhoneg[6]. Er bloaz 1864 e voe kanet evit ar wech kentañ dirak selaouerien e c'hoariva Lviv, hag e 1865 e voe embannet ar sonerezh a-gevret gant ar pozioù[7].
Kanet e voe Shche ne vmerla Ukraina e New York gant Mykhailo Zazuliak, un enbroad eus Lviv e 1915[8]. Unan eus enrolladennoù kentañ ar c'han ukrainek a voe embannet war ur bladenn gant Columbia Phonograph Company e 1916[9]
Ne voe ket lakaet ar c'han da hini broadel ur Stad kent 1917, ar bloaz ma voe degemeret gant Republik Poblel Ukraina[10],[11]
Goude ganedigezh URSS d'an 30 a viz Kerzu 1922 e voe berzet Shche ne vmerla Ukraina gant Soviediz ; pelloc'h ec'h aotrejont ma vefe ur c'han broadel da bep Republik soviedel, nemet e voe nac'het hini Ukraina evit mougañ c'hoant aduidi an dizalc'hiezh. E 1939 e voe degemeret ar c'han da hini Ukraina ar C'harpatoù[12]
Adalek dizalc'hiezh Ukraina e 1992 e voe diuzet Shche ne vmerla Ukraina ent-ofisiel gant ar Verkhovna Rada, Parlamant Ukraina, ha lakaet er Vonreizh ; komzoù Shche ne vmerla Ukraina a voe kemmet e Shche ne vmerla Ukrainy i slava, i volia ha lakaet da gan broadel ofisiel d'ar 6 a viz Meurzh 2003.
Da gan dispac'hel e troas ar c'han broadel da-geñver manifestadegoù Leurgêr Maidan e Kyiv adalek miz Du 2013 ; da heul an darvoudoù-se e tisklêrias 25,3% muioc'h a Ukrainiz bezañ a-du gant kan broadel Ukraina[13].
Da heul aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 e voe sonet Shche ne vmerla Ukrainy i slava, i volia gant meur a laz en Europa hag en SUA evit merkañ o c'hengred gant ar vro[14] ; da-geñver meur a zarvoudenn er sportoù e voe kanet ivez.
Ще не вмерла Україна Shche ne vmerla Ukraina "Ukraina n'eo ket marv" a zegas da soñj Ukrainiz o stourm evit o broadelezh hag o dizalc'hiezh?
Ukraineg | Romanekadur | Brezhoneg |
---|---|---|
Ще не вмерла України і слава, і воля, |
Shche ne vmerla Ukrayiny i slava, i volya, |
Klod Ukraina n'eo ket marv c'hoazh, na n'eo he youl, |
Setu amañ ar gentel a vez kanet an aliesañ gant Ukrainiz ; e lizherennoù stouet emañ an diforc'hioù diouzh ar c'han obroadel ofisiel.
Ukraineg | Romanekadur | Brezhoneg |
---|---|---|
Ще не вмерла України ні слава, ні воля. |
Shche ne vmerla Ukrayiny ni slava, ni volya |
Na klod na youl Ukraina n'int marv. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.