Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Jean-François Champollion lesanvet Champollion Yaouank (Figeac, 23 a viz Kerzu 1790 – Pariz, 4 a viz Meurzh 1832) a oa un egiptour gall a zaslennas hieroglifoù Egipt. "Tad an egiptouriezh" a reer anezhañ.
Lavarout a rae diwar e benn e-unan :
Me zo holl da Egipt, ha hi zo pep tra evidon
.
Ur skoliad hep e bar e oa bet. Gouzout a ouie kaozeal latin da nav bloaz, hebraeg da drizek vloaz hag arabeg da bevarzek vloaz. Kas a reas e studioù da benn e Figeac ha war-lerc’h e Grenoble. Pa oa lisead e oa bet entanet gant studi ar hieroglifoù egiptat hag a-drugarez d’e vreur Champollion-Figeac e teuas a-benn da gaout un eilskrid eus enskrivadurioù maen Rosetta, a oa bet skrivet warnañ e hieroglifoù, en henc'hresianeg hag e demoteg. Diwar neuze en doa komprenet e vije tu da lenn ar yezh-se a oa bet ankounac’haet abaoe kantvedoù goude bezañ studiet ar yezhoù kar ha mont a reas da Bariz e 1808 evit studiañ, e-touez traoù all, ar c'hopteg hag an amhareg. D’ar mare-se e skrivas d’e vreur :
« Plediñ a ran a-zevri gant studi ar c'hopteg. Me a venn gouzout an egipteg koulz hag ar galleg dre ma vo diazezet al labour vras a gasan da benn war ar papiruz egiptek war ar yezh-se. »
– Champollion, 1807, d’e seitek vloaz.
Ul labour hir d’ober e oa bet dazlenn ar hieroglifoù : e 1807 e krogas ganti, e 1808 e tizoloas reolennoù pennañ ereadurioù (doare strollañ) an arouezioù. Neuze en em c’houlennas, o verzout e oa damheñvel arouezioù ar hieroglifoù ouzh unan eus ar rannyezhoù koptek ma ne veze ket implijet vogalenn ebet er skritur egiptek. E 1810 e soñjas dezhañ e c’halle an arouezioù-se bezañ ideogrammoù (evit ezteuler ur vennozh) pe fonogrammoù (evit ezteuler ur son). E 1812 e savas un daolenn gronologel diwar-benn ar skriturioù, ar skriturioù-red a oa anezho un doare eeunaet bet krouet goude ar hieroglifoù.
E 1816 e voe rediet da zistreiñ da Fijeac en harlu abalamour d’e vennozhioù politikel troet war-du Napoleon Bonaparte ha rankout a reas paouez gant e enklaskoù. Diorren a reas gant e vreur un reizhiad kelenn kentañ derez a oa diazezet war ar vonitourelezh. E 1817 e tistroas da C'hrenoble, ma timezas gant Rosine Blanc.
Deuet da eilkelenner war an Istor e kendalc’has da gas e studioù da benn war ar hieroglifoù. E 1819 e teuas da vezañ sur, goude bezañ sellet ouzh ar papiruz a oa e "levr an anaon", e oa ar hierateg hieroglifoù eeunaet. Adalek 1821 e teuas a-benn da lenn sternioù ar roueed, en o zouez hini Ptolemaios V war maen Rosetta, ha goude hini Kleopatra war diazez un obeliskenn ha war ur bapiruzenn diyezhek. D’ar 27 a viz Gwengolo 1822 e skrivas al Lizher d’an Ao. Dacier a denn da lizherenneg ar hieroglifoù fonetek, ul lizher d'an ao. Bon-Joseph Dacier, sekretour an Institut de France, evit reiñ dezhañ da c’houzout e oa o paouez dizoleiñ ur reizhiad evit dazlenn ar hieroglifoù.
« Ur reizhiad kemplezh eo, ur skritur skeudennaouek, arouezel ha fonetek war un dro, en un hevelep testenn, en un hevelep frazenn, lavarout a rafen en un hevelep ger zoken). »
– Champollion, 1822
Gortoz a reas Champollion daou vloaz c’hoazh a-raok embann e Levrig diwar-benn reizhiad hieroglifoù Henegiptiz hag evit digeriñ dorioù an egiptouriezh skiantel. E gempredidi, en o zouez e vestr kozh Silvestre de Sacy dreist-holl, o doa breutaet ha tabutet a-zivout e zizoloadennoù da-heul.
E 1826 e oa bet anvet da virour e mirdi al Louvre, ma oa e-karg eus an dastumadoù egiptat. Kendrec’hiñ a reas ar roue [[Loeiz XVIII] da brenañ an dastumad perc’hennet gant koñsul Bro-Saoz en Egipt ha da c’houde e reas prenadennoù all a bouez, en o zouez obeliskenn Louksor a oa en he led e 1831 hag a oa bet lakaet war-sav e Pariz, place de la Concorde, e miz Kerzu 1833.
Adalek 1828 betek 1830 e teuas e hunvreoù da wir : mont a reas kuit da Egipt da seveniñ ur gefridi skiantel ; du-hont e tastumas roadoù ha traezoù a-leizh. Ur wech distroet da Bariz e voe anvet en Akademiezh an enskrivadurioù hag al lizherennoù kaer hag e 1831 e roas e gentel gentañ enni.
D’an oad a 41 bloaz, skuizh-divi ma oa gant e labourioù, e varvas d’ar 4 a viz Meurzh 1832 e Pariz, ma voe douaret e vered Père Lachaise.
Roet eo bet e anv d’ul lise e Grenoble ha d’ul lise all e Figeac.
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.