From Wikipedia, the free encyclopedia
Jadwiga Andegaweńska e poloneg, Hedwige d'Anjou e galleg, abalamour ma oa eus Tiegezh Anjev, Hedvig Hungaria dre ma oa genidik eus ar vro-se, pe Edvigis e latin, Jadwiga Pologn dre ma oa rouanez Pologn, ganet e Buda (Hungaria) e 1373-1374 ha marvet e Krakow e 1399, a oa "roue" (rex) Polonia eus 1384 betek 1399.
-
Merc'h e oa da Loeiz Iañ, (Nagy Lajos en hungareg, Ludwik Węgierski en poloneg, Andegaweński - Anjev), roue Hungaria Pologn, ha da Elesbed Bosnia.
Anvet eo bet da santez gant an Iliz katolik d' an 8 a viz mezheven 1997, ha da batronez Polonia.
Savet e voe Jadwiga e lez he zad e Buda hag e Visegrád, en Hungaria. En 1378, pa oa 6 vloaz, e voe dimezet (sponsalia de futuro) d'ar priñs aostrian yaouank Gwilherm Habsbourg, ha tremenet he devoa bloaz e lez Vienna e ti danvez he zad-kaer, an impalaer santel Karl IV. En 1364, pevar bloaz a-raok ma oa ganet Jadwiga, e oa bet he zad e Kraków, pa oa festoù eno, ha neuze eo en doa graet marc'had gant an impalaer da zimeziñ o bugale. Mab Karl IV, Sigismund Luksemburg, an danvez-impalaer, a oa dimezet abaoe bugel da Mari, merc'h all Loeiz. Da gentañ e felle da Loeiz leuskel rouantelezh Pologn gant he c'hoar Mari, ha dimeziñ Jadwiga e Vienna.
Goude marv ar roue Loeiz Iañ e miz Gwengolo 1382 e oa bet kavet abeg e gwirioù he c'hoar henañ Mari, hêrez an div rouantelezh abaoe 1379, war gurunenn Hungaria. Neuze e oa anvet Hedwig da "roue" Polonia gant noblañsed ar vro-se abalamour ma o devoa c'hoant da baouez gant an unaniezh etre Hungaria ha Polonia.
Kurunennet e oa bet Hedwig e Krakovia d'ar 15 a viz Here 1384. Daoust ma vez lavaret « ar rouanez » anezhi bremañ, n'eo ket da rouanez hogen da roue e oa bet anvet Hedwig pa oa bet kurunennet : « Roue Polonia », « Hedvig Rex Poloniæ », ha n'eo ket « Hedvig Regina Poloniæ » e oa hervez ar skridoù. Gant implij ar jener gourel en he zitl e verked e oa klok he galloud riegez, e-skoaz an titl a rouanez a veze implijet kentoc'h evit ober anv eus gwreg ar roue.
War goulenn an Dael e voe ret dezhi terriñ he dimeziñ gant ar priñs aostrian yaouank Gwilherm Habsbourg da eurediñ da 14 vloaz d'an 18 a viz C'hwevrer 1386 e Krakovia gant Jogaila (1351 † 1424), dug-meur Lituania, ur pagan 35 vloaz a zeuas da vezañ kristen hag a voe badezet « Ladislas » pe « Vladislav » (poloneg Władysław Jagiełło) hag a oa dilennet ivez da roue Polonia. Da c'houde an dimeziñ-se e voe kristenekaet holl Lituania a zeuas da vezañ katolik.
Mervel a reas Hedwig Iañ diwar wilioud, pevar devezh goude he merc'h Elesbed Bonifasia, bet ganet d'an 22 a viz Even hag aet da anaon d'an 13 a viz Even 1399. He fried a chomas da roue war goulenn Stadoù ar rouantelezh a-unvouezh.
Ar rouanez hag a gomze meur a yezh (latin, bosnieg, hungareg, serbeg, poloneg hag alamaneg) hag he doa asantet aberzhiñ he buhez personel evit mad hag amzer da zont he bro zo deuet da vezañ paeronez Polonia ha lakaet e oa da santez gant Yann-Baol II d'an 8 a viz Even 1997. Lidet e vez he gouel d'ar 17 a viz gouere[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.