Deveret eus ar ger saoznekjockey "joke" eo anv ar c'hoari; an daou anv, jockey ha jacquet a veze implijet en XIXvet kantved.
Daou orin zo bet kinniget:
Mat eo tablezenn ar backgammon evit c'hoari jacquet.
Pal ar c'hoari, evit pep den, eo kas e 15 jedouer e pevare tachenn an tablez, en em astenn eus 19 da 24 evit ar re deñval, eus 7 da 12 evit ar re sklaer; da c'houde, bout an den kentañ o lemel e jedoueroù a-ziwar an tablez.
Staliadur
Pep den a laka e 15 jedaouer e 3 pe 4 berniad war ar bir kentañ a zo a-gleiz d'an den enebour: ar re deñval war ar bir 1, ar re skaler war ar bir 13.
Kregiñ gant ar c'hoari
Pep den a vann un diñs; an hini en deus bet an disoc'h uhelañ a vann an daou ziñs evit kregiñ da zilec'hiañ e jedoueroù war an tablez.
Ret eo d'an diñsoù bannet chom a-blad war tu dehoù tachenn ar banner. E-kerzh ar c'hoari e vez lakaet da wiriek an diñsoù a erru a-blad war ur jedouer.
Ret eo da bep den kemenn a vouezh uhel disoc'h e vannadenn, en ur gregiñ gant an dalvoudegezh uhelañ: "4-2" ha n'eo ket "2-4".
Hent ar jedoueroù
Ar re deñval: eus 1 betek 12, hag eus 13 war-du 24.
Ar re sklaer: eus 13 betek 24, hag eus 1 war-du 12.
Dilec'hiañ ar jedoueroù
Mard eus daou niver disheñvel gant an diñsoù bannet e c'haller dilec'hiañ ur jedouer diouzh talvoudegezh un diñs hag un eil jedouer diouzh talvoudegezh an eil diñs, pe dilec'hiañ ur jedouer hepken diouzh sammad an eil diñs hag e zilec'hiañ adarre diouzh talvoudegezh egile goude bout merket un ehan berr e dibenn ar fiñvadenn gentañ.
Mard eus bet tennet un doubl, da lavaret eo daou zisoc'h heñvel, e c'hoarier 4 gwech talvoudegezh un diñs, gant 1 betek 4 jedouer; mar dilec'hier 2, 3 pe 4 gwech an hevelep jedouer e ranker merkañ un ehan etre pep fiñvadenn. Ret eo d'an den c'hoari kement a boentoù hag ar muiañ ma c'haller dre lieskementiñ talvoudegezh un diñs: diwar 4-4 e rank c'hoari ar pezh a c'hall ober etre 4 ha 16.
Tennañ 5-5 eo ar vannadenn wellañ e deroù ar c'hoari, rak diouzhtu ez erruo ar jedaouer er pevare tachenn a-drugarez d'ul lamm ag 20 bir.
Mar befe 6-6 an dennadenn gentañ ne c'hallfer c'hoari nemet 6, rak war an daouzekvet bir emañ ar jedoueroù enebour.
Mar stoker ouzh ur jedouer goude bout bannet an diñsoù e ranker dilec'hiañ ar jedouer-se mar goulenn an den enebour ha mar galler fiñval hervez reolennoù ar c'hoari; evel en echedoù e ranker kemenn j'adoube! "marc'hegiñ a ran!" mar stoker ouzh ur pezh a venner kempenn hep e zilec'hiañ.
An diñs kreñvañ
Mar galler c'hoari diouzh disoc'h un diñs hepken e ranker c'hoari an hini kreñvañ mard eo gallus.
Harzoù
Ne c'hall ket ur jedouer chom war ur bir m'emañ unan da nebeutañ eus ar jedoueroù enebour.
Ret eo d'an den kas e jedouer kentañ d'e bevare tachenn kent dilec'hiañ e jedoueroù arall.
An ezkerzh
Pa vez erru ar 15 jedouer er pevare tachenn e vezont lamet a-ziwar an tablez.
Ur bir ouzhpenn eo bord diavaez an tablez.
Ret eo e chomfe ar jedoueroù war biroù ha bord diavaez an tablez.
Mar ne c'haller ket heuliañ an div reolenn-se e ranker c'hoari gant ar jedoueroù a zo chomet ar pellañ eus ar bord a-benn o lemel a-ziwar an tablez.
Gounez
1 poent a ya gant an den en deus lamet e holl jedoueroù a-ziwar an tablez kent ma vije echuet da ober heñvel gant an den arall.
2 boent a ya gant an den en deus lamet e holl jedoueroù a-ziwar an tablez kent ma vije kroget da ober heñvel gant an den arall.