From Wikipedia, the free encyclopedia
An inizî Selvagens (e portugaleg Ilhas Selvagens, da lavaret eo "inizi gouez") zo un enezeg er Mor Atlantel, stag ouzh Portugal. Emaint etre an inizi Kanariez er su hag enez Madeira en norzh. E-keñver melestradurezh int stag ouzh Rannvro Emren Madeira (Região Autónoma da Madeira). Teir enezenn bennañ zo en enezeg, Selvagem Grande, Selvagem Pequena hag Ilhéu de Fora, hag un dousenn inizi bihanoc'h.
Kentañ meneg splann anezho a gaver en ur gartenn a vije diwar zorn hini pe hini eus ar vreudeur Pizzigani, eus Venezia, e 1367.
En 1402 e voe aloubet an Inizi Kanariez gant merdeerien eus rouantelezh Kastilha, met n'efont ket betek an Inizi Selvagens.
En 1438 e tisklerias ar merdeer portugalat Diogo Gomes en devoa kavet anezho dre chañs, p'edo o tont eus aod Ginea. leuskel a reas kentañ meneg skrivet a zo bet eus ar vrasañ enezenn , Selvagem Grande.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.