From Wikipedia, the free encyclopedia
An huadeg zo ur mod da chaseal jiboez a-stroll. En un huadeg e vez kelc'hiet al loened chaseet gant poulzerien, gante chas a-wechoù, war-zu tennerien hag a zo o fal lazhañ ar jiboez.
Bronneged evel ar moc'h-gouez, ar c'hirvi, al lern pe ar yourc'hed a vez chaseet en huadegoù peurliesañ. Abalamour e vodont meur a chaseour war ar memes tachenn eo ar mod-chaseal dañjerusañ er vro : an hanter eus ar gwallzarvoudoù a c'hoarvez da vare chaseadegoù a-stroll. Evit-se e rank ar berzhidi doujañ da reolennoù strizh, evel bezañ gwisket gant jiledoù fluo, tennañ en ur c'horn 30 derez diraze pe kelaouiñ an dremenerien gant pannelloù[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.