Home Guard (Rouantelezh-Unanet)
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Home Guard (da gentañ al Local Defence Volunteers pe LDV) a oa ur bezen keodedourien a-youl-vat o harpañ an 'Home Forces' eus ar British Army e-kerzh an Eil brezel-bed. Oberiant eus 1940 betek 1944, an Home Guard a oa savet gant ouzhpenn 1,5 emouestl lec'hel ha na c'hellent ket ober o c'hoñje milourel, evel ar re re yaouank pe re gozh evit bezañ degemeret en nerzhioù lu (ar c'hoñje a oa bet bevennet d'an dud oadet etre 18 ha 41) hag ar re el labourioù hollbouezus. Er-maez eus ar re a oa dija er servijoù armet, ar polis trevour pe en aozadurioù difenn trevour a-youl-vat, tost d'ur paotr a-ziwar pemp a oa bet emezelet en Home Guard.

Pal pennañ an aozadur a oa da vezañ un nerzh adarmead lec'hel kenkas ma vije bet eus aloubadeg gant nerzhioù lu an Trede Reich.[1][2]
Urzhioù kentañ an Home Guard a oa bet da evezhiañ, kelaouiñ pennlec'h an nerzhioù lu, eus forzh peseurt nerzh enebour aloubiñ war zouar pe war vor lec'h ma oant; goude-se e oa bet leanaet an urzhioù o c'houlenn d'an nerzhioù-se da tagañ ha talañ eus un araokadenn enebour. Ar pal a vije bet gounid amzer, un nebeut eurvezhioù evit reiñ an tu d'an nerzhioù lu gwirion da erruout pe da brientiñ lec'hioù difenn. Ouzhpenn-se e oa bet ouzhpennet kefirdioù evezhiañ ha gwareziñ lec'hioù dezougen pouezus hag uzinoù en a-dreñv kenkas ma vije eus un oberiadur harzlammañ pe gant izili ar pempvet kolonenn. Ur pal diazez a oa bet fiziet er bezen hag a oa chom mestr war ar boblañs ma vije bet eus un aloubadeg, mougañ ar barradoù pennfoliñ ha gwareziñ implijusted an hentoù e-tal strolladoù bras repuidi evel-se e chomje dieub an hentoù evit nerzhioù al lu evit stourm a-enep an Alamanted. E-kerzh kampagn bombezadennoù an Ahel, 'The Blitz' e voe goulennet d'an Home Guard da glask war ar bombezennoù chomet didarzh ha da evezhiañ al lec'h betek ma errufe soudarded da zizarmañ anehzo. E-kerzh ar c'hefridioù-se e oa marvet ur 1000 ezel bennak. Adalek 1942, an Home Guard a rae war-dro ar c'hanolierezh arvorel hag ar c'hanolierezh enep kirri-nij kement hag ar bannerien rokedennoù, dre-se e oa dieubet soudarded an nerzhioù lu all evit kemer perzh en Aloubadeg Europa.
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.