Hiort (an anv gouezelek; Saint Kilda, e saozneg, met n'eus sant anavezet ebet gant an anv-se ha n'ouzer ket a belec'h e teu, ha diwar treuzkompren eo moarvat), a zo un enezeg didud, e gwalarn Inizi Gall, e kornôg Bro-Skos. Emañ er gwalarn da Uibhist a Tuath er Meurvor Atlantel, hag inizi kornôkañ Bro-Skos int[1]Hirta eo an enezenn vrasañ, gant an torraodoù uhelañ a c'haller kavout er Rouantelezh-Unanet. Melestret eo an inizi gant Comhairle nan Eilean Siar.[2]. Didud eo abaoe 1930, pa oa bet skarzhet an enezourien, nemet dalc'het eo hiziv gant an arme saoz. Kent se e oa bet tud en inizi abaoe 2 000 bloaz. Moarvat n'int ket bet ouzhpenn 180 en holl war un dro, ha sur eo ne oant ket ouzhpenn 100 goude 1851.
Roud a zo eus savadurioù ragistorel, met ar skrid koshañ a ra anv eus an inizi a zo eus dibenn ar Grennamzer. Kêriadenn grennamzerel Hirta a voe adsavet en XIXvet kantved, met levezon ar gred relijiel, kleñvedoù deuet gant diavaezourien ha touristed dreist-holl, ouzhpenn efed ar Brezel-bed kentañ, a voe kaoz ma voe dilezet an enezenn e 1930[3] Awenet ez eus bet arzourien gant istor Hiort, betek ur c'hoarigan e 2007.[4].
Perc'hennet eo an enezeg gant an National Trust for Scotland. Deut eo da vout unan eus peder lec'hienn ar Glad bedel e Bro-Skos, abaoe 1986.
Bagadoù tud a deu da labourat evit netra e-kerzh an hañv en inizi da adsevel an tier dilezet gant an enezourien ha kouezhet en o foull abaoe. Ur c'hamp soudarded zo ivez enni abaoe 1957[5].
Sant ebet n'anavezer en anv Kilda, ha meur a vartezeadenn zo bet steuñvet diwar-benn orin an anv, a deu eus ar XVIvet kantved[6]. Haswell-Smith (2004) a skriv ne gaver ket roud eus an anv St Kilda a-raok 1666, war ur gartenn izelvroat, hag e c'hallfe dont eus ar gerioù norseksunt kelda ("dour-feunteun c'hwek") pe eus ur fazi a-berzh saver izelvroat ar gartenn en dije fallgomprenet anv ar feunteun Tobar Childa o krediñ e oa gouestlet d'ur sant.
Tobar Childa zo un adlavar, savet gant un anv gouezelek hag un anv norsek, a dalv kement ha feunteun o-daou[7].
Martin Martin, a zeuas di e 1697, a grede e oa an anv hini unan eus an enezourien a oa bet roet e anv d'ar feunteun vras Toubir-Kilda[8],[9].
Orin Hirta, kalz koshoc'h eget an anv Saint Kilda, a zo ivez dizemglev diwarnañ.
Tud Hiort a baee feurmoù o zier, pe un darn bepred, oc'h evneta. Gant kerdin staget ouzh postoù e tiskennent betek an neizhioù. Unan eus ar postoù-se a weler war ar skeudenn.
Atkinson, Robert Island going to the remoter isles, chiefly uninhabited, off the north-west corner of Scotland, William Collins, 1949. (Reprinted Birlinn, 1995 ISBN 1874744319)
Baxter, Colin and Crumley, Jim (1998) St Kilda: A portrait of Britain's remotest island landscape, Biggar, Colin Baxter Photography ISBN 0948661038
Buchanan, Margaret St Kilda: a Photographic Album, W. Blackwood, 1983 ISBN 0851581625
Charnley, Bob Last Greetings of St. Kilda, Richard Stenlake, 1989 ISBN 1872074022
Coates, Richard The Place-Names of St. Kilda, Edwin Mellen Press, 1990 ISBN 0889460779
Coates, Richard (1990) The Place-names of St Kilda, Lampeter, Edwin Mellen Press
Fleming, Andrew (2005) St. Kilda and the Wider World: Tales of an Iconic Island, Windgather Press ISBN 1905119003
Gilbert, O. The Lichen Hunters. St Kilda: Lichens at the Edge of the World, The Book Guild Ltd., England, 2004 ISBN 1857769309
Harman, Mary An Isle Called Hirte: History and Culture of St. Kilda to 1930, MacLean Press, 1996 ISBN 1899272038
Harvie-Brown, J.A. and Buckley, T. E. (1888), A Vertebrate Fauna of the Outer Hebrides. Pub. David Douglas., Edinburgh.
Haswell-Smith, Hamish (2004) The Scottish Islands, Edinburgh, Canongate ISBN 1841954543
Keay, J., and Keay, J. (1994) Collins Encyclopaedia of Scotland, London, HarperCollins ISBN 0002550822
Maclean, Charles (1977) Island on the Edge of the World: the Story of St. Kilda, Edinburgh, Canongate ISBN 0903937417
McCutcheon, Campbell St. Kilda: a Journey to the End of the World, Tempus, 2002 ISBN 0752423800
Quine, David (2000) St Kilda, Grantown-on-Spey, Colin Baxter Island Guides ISBN 1841070084
Steel, Tom (1988) The Life and Death of St. Kilda, London, Fontana ISBN 0006373402
Stell, Geoffrey P., and Mary Harman Buildings of St Kilda, RCAHMS, 1988 ISBN 011493391X
MacGregor, Alasdair Alpin (1969) The Farthest Hebrides, London, Michael Joseph Ltd. ISBN 0718106911
Fraser Darling, F., and Boyd, J.M. (1969) Natural History in the Highlands and Islands, London, Bloomsbury ISBN 187063098X
Williamson, Kenneth; & Boyd, J. Morton. (1960). St Kilda Summer, London, Hutchinson
Martin, Martin (1703) "A Voyage to St. Kilda" in A Description of The Western Islands of Scotland, Appin Regiment/Appin Historical Society. Retrieved 3 March 2007
Murray, W.H. (1966) The Hebrides, London, Heinemann
"The Last of the St Kildans:" (26 June 2005) Glasgow. Sunday Herald. A report of a surviving St Kildan re-visiting the islands by Torcuil Crichton. Retrieved 28 December 2007.
Da lavarout eo ma lezer er-maez Rockall, a zo tabut etrebroadel diwar he statud. Sellout ouzh MacDonald, Fraser (2006) The last outpost of Empire: Rockall and the Cold War Journal of Historical Geography. 32 pages 627–647. Retrieved 1 August 2007.