yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
An henc'hresianeg (e henc'hresianeg : ἡ Ἑλληνικὴ γλῶττα, hê hellênikề glỗtta[1]) eo eil prantad istorel ar gresianeg a badas etre an IXvet kantved kt JK hag IVe kantved kt JK.
Henc'hresianeg (Ἀρχαία Ἑλληνική) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia hag en trevadennoù gresian |
Rannved : | Europa, Azia-Vihanañ |
Komzet gant : | Dianav |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | grc |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | - |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Gallout a reer rannañ ar prantad-se e daou varevezh : an Henc'hres arkaek (IXvet-VIvet kantved kent J.K.) ha Henc'hres klasel (Vvet-IVe kantved kent J.K.). En istor Henc'hres e kaver ivez ar prantad hellenadek a ya d'ober ur prantad disheñvel eus istor an henc'hresianeg anvet koine.
E henc'hresianeg e oa bet savet barzhonegoù Homeros, en o zouez an Ilias hag an Odysseia, hag an oberennoù bras eus al lennegezh pe ar brederouriezh, bet krouet en oadvezh aour atenat, zo bet diazez hor skiantoù hag hor matematik a vremañ.
Evit kavout titouroù diwar-benn yezhoù Henc'hres kent krouidigezh al lizherenneg c'hresian, sellet ouzh ar pennadoù gresianeg mikenaiek ha kentgresianeg.
Diwanet eo ar strolladoù bras a rannyezhoù war-dro 1100 kent J.K., da vare aloubadegoù an Dorianed a-hervez. Kavout a reer roudoù skrivet resis anezhe adalek an VIIIvet kantved kt JK. N'emañ ket a-du an holl arbennnigourien war gwirionez an aloubadegoù dorian-se.
Gresianed an Henamzer o-unan a soñje dezhe e oa teir rann vras en o fobl : an Dorianed, an Eolianed hag Ioniz (Ateniz en o zouez). Bep a rannyezh disheñvel a gomzent. Ma lakaer a gostez an arkadieg, ur rannyezh divrud eus menezioù ar Peloponnesos hag ar c'hiprenezeg, gwall bell diouzh kreiz ar bed gresian, ez eo heñvel a-walc'h ar rannidigezh-se eus ar poblañsoù hag eus ar rannyezhoù ouzh disoc'hoù an enklaskoù graet nevez zo en arkeologiezh hag e yezhoniezh.
Ar rannyezhoù henc'hresianek a c'haller bodañ e pevar strollad[2] : an arkadieg-ha-kiprenezeg, ar strollad kornogat, an eolieg hag an ionieg-hag-atteg :
Peurliesañ, pa gomzer eus an henc'hesianeg e komzer eus rannyezh Aten, ur rannyezh eus an ionieg-hag-atteg. An atteg, anv ar rannyezh-se, eo ar yezh bet implijet evit skrivañ ar pep brasañ eus al lennegezh c'hresian klasel. Da-heul aloubadegoù Aleksandr Veur hag ar meskad Gresianed a orin diheñvel a voe, e kreskas implij ar c'h/koinè, kenyezh (hemañ eo ster an anv-gwan koinos) diwanet diwar meur a rannyezh eus an ionieg-hag-atteg. Implijet e veze en arme hag er melestradur ha desket e veze gant annezidi ar broioù aloubet, ar varc'hadourien, ha kement zo. Dont a reas evel se da vezañ kenyezh an Henamzer, war un dro gant al latin. Ar c'hoine ioniek-ha-attek a zeuas da vezañ yezh ofisiel Impalaeriezh Bizañs. Diwezhatoc'h e emdroas a-nebeudoù evit dont da vezañ ar gresianeg a-vremañ.
Al linenneg B eo ar c'hentañ doare skrivañ testeniekaet evit skrivañ ur rannyezh c'hresian. Ur silabenneg eo ha n'en deus tamm kerentiezh ebet gant al lizherenneg c'hresian. Implijet e veze e Kreta ha war an douar-bras evit diskrivañ ur stumm kozh-bras eus ur rannyezh arkadiat-ha-kiprenezat etre -1500 ha -1200. Etre -800 ha -200 e voe implijet un doare skrivañ tost, ar silabenneg kiprenezat, e Kiprenez evit diskrivañ henc'hresianeg hag eteokiprenezeg)
Bet zo bet skriturioù koshoc'h evit al linenneg B hag ar silabenneg kiprenezat e Bro-C'hres, met n'o deus ket servijet evit skrivañ henc'hresianeg moarvat :
Goude se ez eo al lizherenneg c'hresian zo bet implijet, gant stummoù disheñvel, adalek an IXvet pe an VIIIvet kantved kent J.K.. Savet eo bet diwar skouer al lizherenneg fenikian. O lakaat vogalennoù ouzhpenn arouezennoù an abjad, ar C'hresianed o doa ijinet patrom al lizherennegoù kornogat.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.