From Wikipedia, the free encyclopedia
Héctor Pedro Scarone Beretta (lesanvet Mago pe Rasquetita), bet ganet d'ar 26 a viz Du 1898 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Ebrel 1967 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (argader e bost dezhañ war an dachenn), aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.
C'hoari a reas Scarone e forzhig a gleuboù :
En holl en devoa merket daou c'hant nav fal ha pevar-ugent o c'hoari evit Nacional Montevideo. Hiziv an deiz e chom c'hoazh eil gwellañ paler ar c'hleub, just war-lerc'h Atilio García (pevar c'hant c'hwec'h pal ha pevar-ugent !).
Ur wech ha hanter-kant en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1917 ha 1930, ha merket ur pal ha tregont.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
2 a viz Gwengolo 1917 | Estadio Gran Parque Central (Montevideo) | Uruguay - Arc'hantina | 1-0 |
29 a viz Gwengolo 1918 | Estadio G.E.B.A. (Buenos Aires) | Arc'hantina - Uruguay | 2-0 |
25 a viz Gouere 1920 | Estadio Sportivo Barracas (Buenos Aires) | Arc'hantina - Uruguay | 1-3 |
17 a viz Kerzu 1922 | Estadio Sportivo Barracas | Arc'hantina - Uruguay | 2-2 |
25 a viz Mae 1930 | Estadio Viejo Gasómetro (Buenos Aires) | Arc'hantina - Uruguay | 1-1 |
Seizh gwech e kemeras perzh Scarone er genstrivadeg-mañ gant La Celeste :
Da-geñver e gentañ Copa América, e 1917 eta, e voe dilennet da wellañ melldroader an dalc'h. Trizek pal a verkas e-kerzh ar c'hevezadegoù-mañ ha bezañ e voe gwellañ paler hini 1927 (rampo gant pemp c'hoarier all).
Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). Seizh pal en holl a voe lakaet e-barzh gantañ.
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.