Ar gwinêgr (liester : gwinêgroù) zo ul liñvenn drenk a zeu eus oksidadur an etanol a c'hoarvez er gwin, er sistr, er bier hag en evajoù fardet diwar ar goadur. Eno e c'hell bezañ kavet etre 5 ha 15% a drenkenn aketek ha trenkenn sitrek ha trenkenn dartrek ouzhpenn. Diwar alkool ha beterabez e vez gounezet gwinêgr ivez.

Thumb
Boutaihadoù gwinegr gant origanell (Origanum vilgare) enno

Merzet eo bet a-gozh e teu ar gwinêgr war gorre ar gwin (pe hini un evaj goet all) pa chom goullo un darn vras eus an donell ha pa zeu ar wrez da vezañ re domm.
Ne veze ket komprenet orin an anadenn betek ma kinnigas ar foueoniour suafrikat Christiaan Hendrik Persoone (17611836] e 1822 e oa ar vakterienn Acedobacter suboxydans a oa abeg eus donedigezh an drenkenn aketek.

Implijoù

Keginerezh

A-gozh eo bet implijet eo bet ar gwinêgr evit reiñ ur blaz trenk d'ar boued ha lazhañ an druzoni ennañ.. Prizius eo bet ivez evit mirout ar boued.

Mezegiezh

Implijet e vez ar gwinêgr er vezegiezh ivez pa 'z eus perzhioù enepbreinus gantañ.

Yec'hederezh

Gwinêgr trenk pe drenkoc'h a vez implijet evit peurnaetaat, dizruzañ, digrestenañ ha dilouezañ binvioù an tiez (kastelodennoù, pezhioù-arrebeuri, yenerezioù hag all).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Fedoù berr-ha-berr
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Gwinêgr er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Serriñ

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.