skrivagner gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
Gregor Teurgn (Georgius Florentius Gregorius e latin, Grégoire de Tours e galleg a vremañ), a voe ganet e Riom, e-tal Clermont war-dro 538, en ur familh eus an noblañs alvernat, hag a varvas e Teurgn war-dro 594, a voe eskob Teurgn er VIvet kantved. Brudet eo e skridoù diwar-benn istor an Iliz, ar Franked, hag Arvern.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Grégoire de Tours |
Anv ganedigezh | Georgius Florentius Gregorius |
Anv-bihan | Gregor |
Deiziad ganedigezh | 30 Du 538 |
Lec'h ganedigezh | Clermont-Ferrand |
Deiziad ar marv | Du 594 |
Lec'h ar marv | Teurgn |
Kar | Gregory of Langres, Gall of Clermont |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Yezh implijet dre skrid | latin |
Micher | hagiographer, skrivagner, istorour, beleg katolik |
Karg | Eskob |
Bet studier da | Gall of Clermont, Avit of Clermont |
Relijion | kristeniezh, Iliz katolik roman |
Stad ar c'hanonizasion | prelate, sant katolik |
Gouel | 17 a viz Du |
Oberenn heverk | Historia Francorum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
E dad Florentius a oa un noblañs arvernat, hag a oa bet senedourien e dad hag e dad-kozh Georgius. E eontr Gallus Clermont a oa bet eskob Clermont (hiziv Clermont-Ferrand, en Alvern). Dre e vamm e oa kar da eskibien Lyon, Sacerdos ha Nizier Lyon, ha da eskibien Langres, Gregorius Langres (anezhañ e teu e anv-badez) ha Tetricus Langres.
Mervel a reas e 594 e Teurgn e lec'h ma oa bet dilennet evel eskob e 593. Lakaet e voe da sant ha lidet e vez e c'houel d'ar 17 a viz Du.
Klasket en deus difenn gwirioù an Iliz pa oa reuz bras etre ar pennoù uhel frank. Mont a reas a-enep Chilperig ha staliañ a reas ar feur-emglev sinet en Andelot etre Childebert II, roue Aostrazia ha Gontran, roue Burgondia (587).
Evel kronikour istorel eo anavezet Gregor a Deurgn p'eo gantañ eo bet savet Historia Francorum (Istor ar Franked) e 40 levrenn.
Buhezskridoù sent zo bet savet gantañ ivez. Ur vammenn a-bouez bras eo Historia Francorum evit istor Breizh er c'hantvedoù kentañ.
Rebechet ez eus bet dezhañ bezañ re domm ouzh e bobl ha neuze barnañ ar Vrezhoned hep neptuegezh, da lavarout eo kavout si enne dalc'hmat.
Decem libri historiarum eo anv al levr, ma venn an oberour kontañ istor ar bed hag an Iliz, adalek amzer ar C'heneliezh betek hini ar Rouaned frank, en Ebrel 591, astennet gant Libri octo miraculorum (Levr ar Burzhudoù) un dastumad buhezioù sent, eus Galia, savet e 574, goude marv Gregor[1].
Mont a ra an darn vrasañ eus ar skrid gant Galia dindan ar Franked, aneveztoc'h gant gregor eget peurrest ar bed : pemp eus an dek levr, ha Levr ar Burzhudoù ivez, zo gouestlet d'an amzer ma veve an oberour.
Dre al levr-se eo ez eo anavezet istor lestr Soissons.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.