From Wikipedia, the free encyclopedia
Geun, ur c'heun, a reer eus un ec'honenn douaroù ma'z eus doureier warni e-kreiz ur struzh dourglasker. Kavet e vez geunioù e lec'hioù izelañ pa ne c'hell ket dour an dourredennoù redek fonnus. El lodenn vrasañ eus an takad gleborek-se e vez un niver bras a vevien o vevañ ; darn anezho zo boued evit al loened a zo preizherien dezho. En dour e weler amprevaned bihan ha bras, buzhug, pesked, bezhin, tammoù plant kouezhet. Kement-se a ra un endro pinvidik hag a ro bod da loened neuñv, nij pe red.
Gerioù all a zo evit geun : gwern, ha palud evit an takadoù gleborek war an aod. E Kerne-Uhel e kaver ar stumm rannyezhel yeun, ha gun (ar C'hun) en Eusa. Kanolioù ha sanioù a vez kleuzet e-kreiz lod geunioù evit kontrolliñ live an doureier hag aesaat ar gounezerezh.
E meur a sevenadur hen e kreded e oa ar geunioù lec'hioù ma veze un tremen etre gorre an douar hag ar bed dindan. En Henamzer e oa ur brofedez, ar Sibilla, a zibune he c'homzoù kevrinus e-kreiz geun Cumae, tost da Napoli e kreiz Italia.
Krediñ a rae d'ar Gelted kozh e oa dor an ifern e kreiz ar geunioù, a gaver stank en o broioù gleborek. Anatol ar Braz en deus kontet div wech e La Légende de la mort chez les Bretons armoricains penaos e veze fiziet da lod beleien kas ar c'hon gant speredoù an diaoul enno da c'heun an Elez (Yeun Elez).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.