From Wikipedia, the free encyclopedia
Frank Vincent Zappa (21 a viz Kerzu 1940 - 4 a viz Kerzu 1993) a oa ur soner rock, ur sonaozer, sevener ha flemmataer eus ar Stadoù-Unanet. En e 33 bloaz a sonerezh e voe Zappa unan eus sonerien-sonaozerien strujusañ eus e vare gant ouzhpenn 60 a bladenn enrollet gantañ en e vuhez, pep pladenn o vezañ graet pladennoù dibar diouto. Ouzhpenn-se e oa ur gitarour-tredan brudet hag ur produer prederiet ha gouiziek, hag a enrollas holl e bladennoù war-lerc'h 1966.
Ganet eo bet e Baltimore ( e Maryland). Savet eo bet e Kalifornia. Levezonet eo bet gant sonerien penn a-raok evel Edgar Varèse hag Igor Stravinsky ha strolladoù karter rhythm and blues.
Goude ur reuz berr a-walc'h evel kaner micherel (enrollet eo e Memories Of El Monte marvnad gant ar Penguins) ez a Zappa da ezel a-barzh ur strollad karter da c'hitarour. Diwezhatoc'hik en deus roet Mother da anv ar strollad.
Sinet e oa bet ar Mothers gant ar produer Tom Wilson, hag embannet war-lerc'h an albom doubl Freak Out (1966). An daou Absolutely Free ha Lumpy Gravy a zo embannet er bloaz war-lerc'h. Enrollañ a ra Zappa ivez Wer're Only In It For The Money, ur flemmgan chourrik a-enep ar flower power met ivez eus an doare da vevañ er Stadoù Unanet, luadennet eo Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (Beatles) gant pajenn gentañ ar levr, lakaet 'z eus bet legumajoù e-lec'h ar bleunioù.
Goude kalz albomoù gant ar Mothers, da lâret eo Cruising With Ruben & The Jets gant ur stil doo-wop, ec'h embann Hots Rats un albom solo gant binviji nemetken e-lec'h ma vez santet ur stumm-soniñ levezonet gant ar free jazz, kenkoulz hag un albom bet enrollet dirak an arvesterien e-barzh ar Fillmore East, perzh en do John Lennon e-barzh (ha pa na ve ket skrivet kement-se war an disk). Delc'her a ra da embann forzh pegement e-pad ar bloavezhioù 1970, na kaerat albom Once Size Fits All hag Apostrophe hag all tout, gant sonerien all e-barzh ar Mothers.
Goude un troc'h e teu Zappa en-dro ha kalz eus e labour a-ziagent zo levezonet gant ar sinklaouier implijet gantañ evit sevel ha mestroniañ a ra teknikoù studio evit ober efejoù gant binviji difer. Ha dont a ra e labour da vezañ mui-oc'h-mui politik, dre ober goap eus an delevañjelisted ha deus ar gostesenn republikan e-barzh ar Stadoù-Unanet.
E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 en em ro Zappa penn-kil-ha-troad da labourioù laz-seniñ hà gant ar c'hlaouier. E 1992 eo diouganet dezhañ krign-bev ar prostat, sed pezh a gaso anezhañ d'an anaon pelloc'h d'ar 4 a viz Kerzu 1993. E droiad-soniñ diwezhañ gant ur strollad rock zo e 1988, un teskad 12 muzisian, goulenn a ra digante gouzout 100 kanaouenn (an darn vrasañ savet gant Zappa e-unan), met mont a raent kuit an eil war-lerc'h egile abalamour d'an dizemglev savet etreze ha Zappa, kement-se a-raok fin an droiad. Bezañ zo memes tra euzoutañ e-barzh an albomoù The Best Band You Never Heard In Your Life (sed kanaouennoù gant liv ar politikerezh warne, hag eilkanajoù muzik film., Make A Jazz Noise Here (peurliesañ kanaouennoù gant binviji nemetken ha dre arnodenniñ) hà Broadway The Hard Way (kanaouennoù nevez), hag evit kanaouennoù zo war You Can't Do That On Stage Anymore Volume 6.
Sammet eo Frank Zappa gant krign-bev ar prostat d'an oad a 53 bloaz. Peuzkent e varve reas war-dro politik ar c'hultur tchek diwar het Václav Havel.
Lakaet e oa bet Zappa e-barzh ar Rock 'n' Roll Hall of Fame e 1995.
Un asteroidenn zo bet anvet (3834) Zappafrank ivez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.