From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur fellasion(Daveoù a vank) pe ur chukadenn[1], zo un darempred revel a vez graet pa vez sunet pe lipet kalc'h ur gwaz, gant ur vaouez pe gant ur gwaz all. Implijout a reer ivez an droienn "Dibluskañ kig" evit ober anv eus an ober-se[2].
An ober-se a c'hall bezañ plijus evit an daou berzhiad, hag a c'hell kas an hini zo sunet betek skrijañ[3],[4].
En darn vrasañ eus ar broioù n'eus ket a lezennoù a-enep an ober-se, daoust ma c’hall bezañ un tabou, un dra berzet, e lod eus ar sevenadurioù[4].
Lod a c'hall nac'h pe bezañ a-enep an ober-se abalamour d'o choaz personel, d'ar pezh a blij dezho pe get, pe d'un inhibadur revel[4]. Peurliesañ ne weler ket an ober-se evel un dra hag a laka an eil pe egile eus ar berzhidi da goll e werc'hted, daoust ma c'hall bezañ menoioù disheñvel diwar-benn ar c'hraf-se[5],[6].
Ur flouradenn hepken e c'hall bezañ, evit lakaat ar c'hoant da sevel, a-raok stagañ gant oberoù all. Gallout a ra bezañ un doare da lakaat ar gwaz da strinkañ e sper, pe er genoù pe e-kichen.
Implijet e vez evit reiñ plijadur hag a-wechoù, ouzhpenn, evit mirout a gaout bugale. Unan eus doareoù an hilastalañ eo neuze ivez.
Aliet hag erbedet e vez diwall diouzh kleñvedoù a c'hallfe tremen eus an eil d'egile evel-se gant tud ha ne daolfent ket pled a-walc'h ouzh o naetadurezh.
C'hoarvezet ez eus bet gant gwazed bezañ spazhet gant dent o c'henc'hoarier(ez) : un ober a fiziañs eo bezañ chuket eta.
An emsunañ zo ur chukadenn graet gant ur gwaz dezhañ e-unan. Daoust ma seblant dibosubl e vez diskouezet en arz a-wechoù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.