anv paotr From Wikipedia, the free encyclopedia
Erwan zo un anv-badez brezhonek. Dont a rafe eus Eudon, un anv kozh, ha kar eo d'an anv-badez gallek Yves, hervez Frañsez Falc'hun da skouer. Penn meur Erwan Helouri, deuet da vezañ sant Erwan ha sant paeron Breizh er XIVvet kantved, Ivo e anv-badez e latin hag Yves e galleg, en deus lakaet an daou anv da dostaat an eil ouzh egile bepred.
Kalz stummoù brezhonek all anezhañ a zo. Roet e vez kalz d'ar baotred abaoe eil lodenn an XXvet kantved e Breizh hag er broioù gallek dreist-holl.
Lidet e vez d'an 19 a viz Mae. Un deiz gouel eo e Breizh pe e-touez Bretoned Pariz abaoe deroù an XXvet kantved. Gwelet e vez an deiziad-se gant lod evel Gouel broadel Breizh, diwar skouer Gouel Sant Padrig en Iwerzhon, Gouel Dewi e Bro-Gembre pe c'hoazh Deiz Sant Jordi e Katalonia. Diwar Gouel Sant Erwan eo bet savet Gouel Breizh gant rannvro Breizh, aozet ganti bep miz Mae.
Setu stummoù all eus an anv Erwan :
Berranvioù zo ivez : Bonik, Nounik, Vonig, Youennig, Ifig...
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.