Remove ads

Ernest ar Barzhig, pe Ernest Pierre Marie Le Barzic hervez e anv ofisiel, ganet d'ar 4 a viz Mae 1917 e Porzh Bras e Kaouenneg e Treger, ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1977 e Mur, a oa ur mestr-skol hag ur skrivagner brezhonek ha gallek. "Roh-Vur", e anv-barzh, a oa e anv-pluenn en embannadurioù falc'hunek.

Muioc'h a ditouroù Anv ofisiel, Anv pluenn ...
Ernest ar Barzhig
Thumb
Ernest ar Barzhig e 1973 (diwar Skol, niv. 55, 1974)
Anv ofisiel Ernest Pierre Marie Le Barzic
Anv pluenn Ernest ar Barzhig
Roh-Vur
Barzig ar Roc'h
Obererezh Danevellour, troour, barzh, yezhoniour
Ganedigezh d'ar 4 a viz Mae 1917
e Kaouenneg-Lanvezeeg,
Banniel Treger Treger, Breizh
Marv d'an 2 a viz Kerzu 1977
e Mur (kumun), Kernev Kernev, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Galleg
Oberennoù pennañ
Loeiz Lezongar
Eñvorennoù ur Barzhig
Ma emgann evit Iwerzhon (Troidigezh)
Ti Vatriona (Troidigezh)
Serriñ

Buhez

Savet eo bet e Kaouenneg, ha goude, er Roc'h e-lec'h m'o devoa savet e dud un ti. E studioù en deus graet e Skolaj Sant-Jozef, e Lannuon.

Ernest a oa rannvroeler, anavezet mat dre e enklaskoù war ar yezh. Ezel eo bet ivez eus ar "Fédération Régionaliste de Bretagne". Ur gevredigezh a grouas, anvet Unvaniez Arvor, war-lerc'h ar brezel hag e rae war he zro.

Dimeziñ a reas gant Suzanna 'r C'hustumer d'ar 15 a viz Gwengolo 1942 pa oa distroet da gelenn da Vur. Tri bugel en deus bet. E verc'h Gwenola a oa pried da Yvon Abiven, kuzulier kanton Sant-Tegoneg ha maer Sant-Tegoneg, ha brezhoneger ampart.

Remove ads

Micher

War-lerc'h e studioù ez eo bet galvet da skolaer kristen e skol Sant-Loeiz Mur. Mestr-skol e chomas betek dibenn e vuhez, kelenn a reas e Bear ivez e 1939, e Mêl-Karaez e 1941 hag e Mur en-dro. War-lerc'h ar brezel e voe rener-skol e Kaezilieg betek e-tro ar bloavezh 1955 ha kelenner e skolaj Sant-Varzhin e Roazhon betek 1974.

Ar Brezhoneg

E Kaouenneg en deus tremenet e vugaleaj holl, gant brezhoneg hepken tro-dro dezhañ. Ur brezhoneger eus an dibab e oa. Skrivañ a rae e brezhoneg hag e galleg. E galleg e rae dreist-holl studiadennoù istorel. Skrivet en deus Ernest un toullad brav a destennoù e brezhoneg, ha moarvat lodenn wellañ ha talvoudusañ e oberenn. Un troer ampart e oa ivez p'en deus troet levrioù evel reoù Paul Féval pe Ti Vatriona, gant Aleksandr Solzhenitsyn.

E labour

E brezhoneg

Oberennoù

  • Kôzioù Tintin Mari : kontadennoù a Vro-Dreger, Emgleo Breiz, 1964. Adembannadur : Brud Nevez, 1979
  • Kalonoù Tregeriad, Emgleo Breiz, 1965. Adembannadur : Brud Nevez, 1979
  • Roh Vur, Loeiz Lezongar : Diwaskell torret, diwaskell digoret, Romant war istor eur vuhez, Brud, niverenn 28-29, 1968. Adembannadur : Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1986 (ISBN 2-90082-842-2)
  • Buhez ha faltazi, Danevelloù, Brud, niverenn 37-38-39-40, 1970. Adembannadur : Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1984, 2000 (ISBN 2-86775-186-1)
  • Pennadoù-lenn ha danevelloù, Skol, niverenn 55, 1974
  • Mougev an drouiz, Skol, niverenn 60-61, 1975
  • Eñvorennoù ur Barzhig, Hor Yezh, 1982. Skeudennoù gant Raphaël Binet, Pradig, Danièle Jego
  • Minna ha danevelloù all, Hor Yezh, 1988. Adembannadur : Hor Yezh, 2000
  • D'an avañtur Doue dre heñchou dindan-zouar Roh-Vur, Ar Skol Vrezoneg - Emgleo Breiz, 2002 (ISBN 2-906373-98-2)
  • Barzhonegoù :
    • An douilletenn
    • Tan er siminal

Levrioù troet gantañ

E galleg

  • Jean Choleau, son œuvre. La Fédération régionaliste de Bretagne (Unvaniez Arvor). Rennes, Imprimeries Simon.
  • Mûr-de-Bretagne et sa région. Syndicat d'initiatives de Mûr, 1947. Adembannadurioù : Rennes, Imprimeries Simon, 1956 - Quimper, Nature et Bretagne, 1976
  • Image de la Bretagne centrale. Syndicat d'initiatives de Mûr, 1950)
  • Histoire d'une école depuis 1854 (école Saint-Joseph, Quédillac). E kannadig deaniezh Sant-Meen. 1954
  • La Roche-Derrien et ses environs. Le barde Narcisse Quellien. Rennes, Imprimeries Simon, 1957
  • Loguivy-de-la-Mer. Perle d'Armor et son écrin, le Goélo. Rennes, Imprimeries Simon.
  • L'Île-Grande : Merveille de la côte de Granit Rose, Enez-Veur et ses environs. Rennes, Imprimeries Simon.
  • Un intime du lorrain Lyautey, le général comte Yves de Boisboissel, barde de Bretagne
  • À Saint-Malo, les Magon !. Quimper, Nature et Bretagne, 1974. Studiadenn war unan eus brudetañ familhoù Sant-Maloù, ar Vagoned, pa zimezas e verc'h Annaig gant Jean-Marie Magon de Saint-Elier, e 1970. Adembannadur : La Découvrance, 2004.
  • Le Tunodo : Un exemple d'argot breton, asambles gant Narcisse Quellien, Émile Ernault, Alain Le Diuzet. Label LN, 2004.


Remove ads

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.

Remove ads