Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Graet e vez epikreizenn[1] pe gorregreizenn[2] (henc'hresianeg: επίκεντρον) eus al lec'h eus an Douar zo dres a-us da boent loc'h ur c'hren-douar pe un darzhadenn danzouar. Dres a-us d'an hipokreizenn, poent loc'h an energiezh a fu e diabarzh an Douar, emañ an epikreizenn. Gwagennoù sismek en em led dre gelc'hioù en-dro d'an hipokreizenn. En tu all d'an Douar diouzh epikreizenn ar c'hren-douar e c'hoarvez gwagennoù sismek ivez peogwir e vez lonket ar gwagennoù a-dreuz gant al liñvenn en-dro d'ar graoñell tra ma vez distaolet ar gwagennoù led (pe gwagennoù gwasket.
Graet e vez gant an termen epikreizenn evit ober anv eus kreizenn darvoudoù reuziek all ivez evel, da skouer, impakt ur c'horf-egor pe ur gometenn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.