Enkadenn Veur
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Enkadenn Veur eo an anv a roer d'ar gwallemgav armerzhel a c'hoarvezas gant ar bed a-bezh e-pad an dek bloavezh kent an Eil brezel-bed.
An holl vroioù a c'houzañvas an eil re war-lerc'h ar re all, met embann al lezenn amerikan Smoot-Haley Tariff d'an 17 a viz Mezheven 1930 a voe an deroù evit an darn vuiañ anezho ; hervez ar broioù ez echuas etre dibenn an degad 1930 ha kreiz an degad 1940[1] Hiroc'h, hollekoc'h ha donoc'h un enkadenn ne voe ket a-hed an XXvet kantved[2].
Chomet eo an Enkadenn Veur ur skouer eus pegen gwazh un diskar a c'hall c'hoarvezout en armerzh ar bed a-bezh.
E Stadoù-Unanet Amerika e krogas, goude an diskar a voe e gwerzh al lodennoù[N 1] d'ar 4 a viz Gwengolo 1929 en Eskemmdi New York City, e Wall Street e karter Manhattan. Adal ar Yaou 29 a viz Here 1929, pa dizhas Wall Steet traoñ ar werzh, en em strewas an Enkadenn a-dreuz ar bed. Black Thursday, "ar Yaou Du" a reer eus an deiziad-se.[3]
Gwastet e voe Stadoù a-bezh, pinvidik pe baour. D'an traoñ ez eas leve an dud, talvezad an tailhoù, ar gounidoù hag ar prizioù tra ma voe ar c'henwerzh etrebroadel diskaret eus 50 % en abeg d'al lezenn Smoot-Hawley Tariff dreist-holl. Betek 25 % eus an dud a gollas o labour er Stadoù-Unanet, ha 33 % e lod broioù.[4]
Gouzañv kriz a reas darn eus kêrioù ar bed, krisoc'h c'hoazh pa oant kreizennoù greantel. Ehanet e voe ar sevel tiez. Mervel pe dost a reas al labour-douar pa voe un digresk a 60 % e prizioù an eostadoù[5],[6],[7].
Miliadoù a diegezhioù a voe rivinet, bras-divent e voe an dilabour, miliadoù ag embregerezhioù hag a vankoù a reas freuz-stal.

W
- KDK (war an tu kleiz) : gwelet a reer e krogas an diskar e 1929, ha buan e kollas betek 50 % ; adalek dibenn 1932 e pignas en-dro betek e live kent e 1939, hag uheloc'h war-lerc'h. Un digresk all a voe e dibenn an Eil brezel-bed.
- Dilabour : kreskiñ a reas kontrol d'ar c'hen-
derc'had evel-just. An hevelep kemmoù a c'haller gwelet diouzh an amzer.
W
Lennadennoù
- GAZIER Bernard, La crise de 1929, Presses Universitaires de France, Paris, 2011, ISBN 978-2-13-059178-8 (fr)
- STEINBECK John, The Grapes of Wrath, Penguin Books, London, R-U, 2008 ISBN 978-1-4058-6251-6 (en)
- Les raisins de la colère, Gallimard, Paris, 1972 ISBN 978-2-07-036083-3 (fr)
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.